Top articles

  • War roudoù mein-meur ar ragistor.

    29 novembre 2007 ( #Teuliadoù )

    Estreget skrid ha damkan a ya d’ober labour-noz ar c’hwec’hvedidi avat. Diwar c’houlenn o c’helennerez war an istor-geo int bet diouzh o zu o weladenniñ maezioù ar vro, war roudoù greunvaenadoù hon hendadoù. Mein hir, mein ben pe c’hoazh alez-vein, etre...

  • Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale

    06 juillet 2008 ( #Teuliadoù )

    Priz ar Yaouankiz 6ved/5ved 1- Lomig Boulomig (Youenn Brenn) 2- Ur vleunienn war askell an avel (Mai-Ewen) Diougan Ketzacoal (Jakez-Erwan Mouton) Priz ar Yaouankiz 4re/3de/lise 1- Galv an Oy (Yann-Fañch Jacq) 2- An dervenn (Mich Beyer) Fulennoù war skubellennoù...

  • Kantren a-dreuz parkeier Skaer.

    30 octobre 2007 ( #Teuliadoù )

    Daou zevezh-pad eo bet hor c'hwec'hvedidi e kompagnunezh Fanny, Sten ha Maelan o tizoloiñ maezioù kaer bro Skaer. E atant Gi Peñseg omp bet degemeret da gentañ, ha m'en tou deoc'h, ne oa ket re domm ! Mestr ha diskibien aketus. Goro saout hon eus graet,...

  • Pempvet Klap à l'Ouest evit ar skolaj !

    24 mai 2007 ( #Teuliadoù )

    Goude "Kan an Aon, Deizlevr, Diwan e Kerm ..." setu ar re 6vet hag ar re Bevare o kinnig an daou film "Liesyezhek" ha "Rimadelloù Anne-Marie". Plijus eo bet, daoust d'an amzer a oa tomm-tre. E-tro 300 skolajiad ha lisead e oamp evit sellout ouzh ur 15...

  • Staj e zoo Paou-Skorf

    13 mars 2007 ( #Teuliadoù )

    Dibabet em eus ober ma staj e zoo Paou-Skorf (Pont-Skorf) rak plijout a ra din al loened ha c’hoant am boa da welet penaos e tremene an traoù ha penaos e veze graet war o zro. Lakaet on bet d’ober war-dro al laboused gant va mestr staj, Sebastien. Graet...

  • DAVID PALMER IN CLASS

    01 décembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Last Friday David Palmer came to visit us in class. David is Australian, he was born in Melbourne and worked both in a banana plantation and in a gold mine. He left Australia when he was 26 and lives in Bro Vigoudenn now. We asked him many questions about...

  • OBER ANAOUDEGEZH GANT AR BREZEL BRAS

    08 novembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    D'ar Gwener 10 a viz Here e oa bet ar re drede o weladenniñ an diskouezadeg war ar C'hentañ Brezel bed e mediaoueg an Ursuladezed. Tro o doa bet ar skolajidi da welet an dafar a oa gant ar soudarded er fozioù-difenn. Lennet e oa bet ivez tammoù eus lizheroù...

  • DESKIÑ LAZHAÑ AN TAN !

    07 juillet 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Digwener vintin e oa stummadur war an doare da lazhañ an tan gant mougerioù-tan. Deuet e oa un teknikour, Olivier Schrevel, eus an embregerezh ASI da reiñ deomp ar stummadur-se. War-dro un eurvezh war an deorienn evit kompren doareoù disheñvel an tan...

  • BODAD AR BOUED

    20 novembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Goude merenn eo bet dalc'het bodad ar boued er self. Pep a zileuriad a oa bet dibabet gant ar c'hlasadoù skolajidi. Ganto ha gant Olier ha Padrig ez eus bet komzet gant Jacques, ar c'heginer, ha gant an aotrou Bramard rener en ADC Gwengad. Prientet e...

  • CALYSTO ER SKOLAJ

    21 janvier 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv ez eus bet ur stummerez eus ar gevredigezh Calysto o tisplegañ d'hor skolajidi peseurt dalc'h a zo gant ar genrouedad en hor bed. Plediñ a ra Calysto dre he c'houlzadoù "remziad niverel" gant emskiantekaat skolidi ha familhoù eus dañjerioù gwallimplij...

  • KROSS 2014

    17 octobre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Goude merenn e oa kross ar skolaj er Gornigell. Imor vat, plijadur, strivoù, spered a-feson ! Trugarez da C'haëlle evit an aozadur ha da gement hini en deus skoazellet. (Bennozh da Jérémie ha da Vireille evit ar skeudennoù.) Sklêrijennet ! Ar 4re Melen...

  • DUDI DA NEDELEG ER SKOLAJ

    23 décembre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Digwener diouzh an endervezh e oa bet meur a seurt dudi gant ar skolajidi hag evit ar skolajidi. Stalioù a oa bet aozet gant an 3deidi evit ar 6veidi ma c'helle ar re-mañ ober anaoudegezh gant diduelloù a bep seurt. E-keit-se e oa diskouezet filmoù brezhonek...

  • KROSS ER GORNIGELL

    19 octobre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Bec'h de'i ! Dec'h e oa kross ar skolaj er Gornigell. Amzer vrav, plijadur, tro-spered a zoare ha kenskoazell etre an dud ! Tro hor bo da embann an disoc'hoù goude ar vakañsoù ha da enoriñ ar re o deus redet ar gwellañ. Trugarez da C'haëlle ha da Erwan...

  • BEAJ RONAN : E BRO-JAPAN

    28 novembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Trugarez da Ronan Ménardeau en deus kaset deomp keleier ha luc'hskeudennoù eus e veaj vras. Un digarez vrav da lec'hiañ mat ar broioù war ar gartenn ha, piv 'oar, da gaout darempred dre skype ! Konichiwa, setu, kroget an droiad vras, degouezhet e Tokyo...

  • STAJOÙ MICHER TREDE KLAS

    03 février 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Marion e ti-bara Intermarché Douarnenez Er sizhun dremenet e oa staj micher gant hon tredeidi. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant a bep seurt micherioù ha gant bed al labour. Menegomp mezegiezh loened, skolioù, sonerezh, boued, krouidigezh arzel, sikour...

  • SAVBOENT WAR HARRY POTTER HA MAEN AR FURIEN

    13 mai 2013 ( #Teuliadoù )

    Lennet am boa Harry Potter e galleg pa oan bihanoc’h, plijet-tre oan bet gant an istor. Ma levr muiañ-karet eo. Lennet ‘m eus 7 gwech pep levr neuze e ouzon an istor dre eñvor. Laouen on bet pa ‘m eus gouezet e vefe eus Harry Potter e brezhoneg. Al levr...

  • BEAJ ARRASATE 2014

    08 avril 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Er sizhun dremenet e oa bet 19 skolajiad an 3de Melen o tremen ur sizhunvezh e Bro-Euskal, ambrouget gant Veronica ha Padrig. Darempredoù a-feson a zo bet gant ar genskriverien, un degemer eus ar c'hentañ hag un amzer gaer en holl evit ober anaoudegezh...

  • GALA 2013

    08 juillet 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Aozet eus ar c'hentañ eo bet Gala 2013 gant hon tredeidi. Tro-spered vat, fent, lañs, stalioù niverus, ur gouel a-zoare a zo bet. Trugarez dezho ha d'an holl re a zo en em ouestlet evit ar gala ! Pilat boestoù-mir Kabellig Ruz a zo deuet bras ! Anne o...

  • BEAJ RONAN : TEMPLOÙ KAMBODJA

    29 novembre 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv e oan bet o welout an temploù brudetañ (Angkor Vat hag ar re tost outañ). Tommoc'h eget Phnom Penh eo Siem Reap : war am eus klevet e oa e-tro 38 derez goude kreisteiz. Stank-tre an douristed en Angkor Vat, pa'z eo an templ brudetañ, nebeutoc'h...

  • BRETOIERAZ BIZI NAHI DUT!/E BREZHONEG E FELL DIN BEVAÑ !

    06 juin 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Al loreidi chichant ! Pa oa deuet strollad Euskariz Arizmendi Ikastola er bloaz-mañ dindan renerezh Pepe e oa bet profet deomp skritelloù brav ha mailhurennoù "Fellout a ra din bevañ e brezhoneg", diwar skouer ar frapad stourm evit bevañ en euskareg "Euskaraz...

  • DIGOR EO TI AR PORZH

    23 novembre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Gortoz pell, gortoz gwell ! Goude al labourioù da zispenn an ti kent, setu savet hag annezet hon ti-porzh. Hini KELENN, tre e-kichen, a vo echuet a-benn pemzektez bennak. Lorc'h a zo e skolajidi 6ved Glas gant o sal-glas nevez. Ar 6ved Melen ivez a zilojo...

  • KROASHENT DIWAN AR MICHERIOÙ 2014

    14 février 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Ur gwir saloñs a vicher ! Plijet eo bet an dredeidi gant an aes a zarempred o deus bet gant an dud a vicher. Gwerzh pe boued. Ijinouriezh Medisinerezh Ober war-dro bugale vihan Osteopatiezh Poderezh Poltreder Toer pe ficher-blev Urzhiataerour Kalz keleier...

  • DEVEZH AR 4REIDI E LISE DIWAN KARAEZ

    22 mai 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Plijadur ar c'hejañ Plijet bras eo bet skolajidi ar 4re K gant o zroiad e Karaez. Kerkent ha degouezhet eo bet degemeret an holl e Sal Glenmor evit sellet ouzh filmoù berr bet savet gant skolajidi ar Releg, Gwened ha Kemper (6ved klas ha 5ved klas) hag...

  • FILMOÙ GANT DAOULAGAD BREIZH EVIT AN HOLL

    25 octobre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    A...KE...TUS... koulz skolajidi ha...kelenner. Hiziv ez eus bet un abadenn filmoù evit an holl glasadoù. An holl skolajidi war-un-dro o sellout dre liveoù ouzh pep a film disheñvel : 6ved Touch, gwelet, selaou, c'hwesha gant Thierry le Vacon, den pedet...

  • BODAD BOUED

    28 novembre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Taoliad ar bodad boued Hiziv eo bet dalc'het bodad ar boued gant dileuridi ar c'hlasoù, Jacques ar c'heginer, Padrig hag Olier. Kavout a ra mat an dud o fredoù. Gant ar c'hempouez emañ an dalc'h, pa glasker lakaat hor skolajidi da zebriñ mat hag a bep...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>