Top articles

  • HALEG, SPERN-GWENN HA SPERN-DU

    17 avril 2010 ( #Teuliadoù )

    Hañvig-goañv betek Nedeleg, hag ac'hano goañv kalet ken na zeu ar bleuñv en haleg, hag ac'hano goañv tenn ken na zeu ar bleuñv er spern-gwenn, hag ac'hano mui-ouzh-mui ken na zeu ar bleuñv er spern-du. Bleuñv a zo en haleg, echu ar goañv kalet eta......

  • SINEMA ER SKOLAJ GANT DAOULAGAD BREIZH

    06 novembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" Dec'h oa bet kinniget evit ar wech kentañ er bloaz-mañ ur film gant Daoulagad Breizh "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" d'hor skolajidi 6vet ha 5vet klas, diwar-benn labour Gi Joncour, mezeg-loened war ar maez. Dedennet-tre...

  • BEFORE BACH

    20 mai 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Krismenn o tiskontañ... D'ar Meurzh 10 a viz Mae etre 3eur25 ha 5 eur hor boa sellet, ni, skolajidi a bevare Glas ha Melen, ouzh ur filmig (26 munutenn) anvet Before Bach, bet sevenet gant Rolland Tepot. Ar filmig a gont istor ur strollad tud yaouank...

  • NEDELEG 2010 LAOUEN D'AN HOLL !

    20 décembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Daoust da varradoù erc'h kentañ ar goañv ez eus bet gellet aozañ hor merenn vihan Nedeleg. Mare daremprederezh plijus etre skolajidi, kerent ha skipailh ar skolaj. Simpl ha bourrus . Mesk-ha-mesk : 5vedidi disko gant Marine, kanerezed Louise Ebrel, akordeonourien,...

  • MATEZH

    01 février 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Denise Lefranc, treizherez soñjoù a zoare, hag Elen Rubin a Zaoulagad Breizh Hiziv eo bet diskouezet ar film Matezh d'an dredeidi. Ar film-se a zo bet empennet gant Thierry Compain. Testenioù maouezed eus Enez-Veur war o flanedenn mitizhien aet da Bariz...

  • LOENED MOR

    07 novembre 2011 ( #Teuliadoù )

    Kregiñ a reomp amañ da embann pennadoù skrivet gant Pauline Kerskaven aet da ergerzhout Su Amerika. Heuliañ a raimp he beaj ha daremprediñ anezhi dre SKYPE. ARC'HANTINA E Puerto Madryn, e Norzh Patagonia, em eus gwelet : – Balumed (ballena franca) Dont...

  • SKRIVADEG 2011

    21 mars 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar c'hoant da skrivañ reizh, ur blijadur da bep oad... E Ti ar Vro Kemper an hini e oa aozet disadorn tro gentañ Skrivadeg 2011 evit Kerne-Izel. 36 den o deus kemeret perzh ha tremenet eo mat-tre. Trugarez d'an holl dud a zo bet ha gourc'hemennoù da Liza...

  • DEVEZHIOÙ NATUR AR RE 6VET ER CHAPEL-NEVEZ

    04 février 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Goude bezañ bet nullet ur wech abalamour d'an erc'h e oa aet ar re 6vet d'ar Chapel-Nevez evit daou zevezh natur e "Ti ar c'hoadoù" d'ar 25 ha 26 a viz Genver 2010. Ambrouget gant daou animatour, Erwann ha Manuel, e oa bet kinniget dezho dizoleiñ ar c'harzhaoueg...

  • FILMOÙ BREZHONEK ER SKOLAJ !

    29 mars 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    En endervezh-mañ ez eus bet diskouezet filmoù gant Daoulagad Breizh er skolaj : E 6ved. "Din-me da c'hoari", un teulfilm diwar-benn Erwan Konk, paotr yaouank 24 bloaz paket gant ar viopatiezh. Ar vell-droad war gador-ruilh a ro nerzh dezhañ evit mont...

  • ESKEMM ARIZMENDI-JAKEZ RIOU 2012

    26 mars 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Digwener vintin e oa degouezhet karr-boutin Goierri Bus da 9 eur er skolaj. Juan Carlos ouzh ar rod-stur, Pepe ha Joserra da ambrougerien. 14 a skolajidi. Aet eo ar gwenervezh d'ober anaoudegezh. Abadenn degemer, dañsoù, sport war ar porzh, tresañ daou-ha-daou,...

  • ME 'VO MEZEG-LOENED EVEL GI JONCOUR !

    24 novembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv eo bet diskouezet d'ar c'hwec'hvedidi film Gi Joncour "Touch, gwelet, klevet, c'hwesha" ha berzh bras en deus graet. Daoust d'an diaez evit lod pa oa diskouezet skejadur kof ur vuoc'h evit adlakaat ul lodenn stomog en he lec'h pe c'hoazh pa oa bet...

  • NEVEZAMZER SAL AR SKIANTOÙ

    04 avril 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Fañch, Mathieu hag ar re all krog ganti... Chantier a oa disadorn war ar plomerezh hag an tredan da gas da benn vat al labourioù e sal ar skiantoù. Labour vat a zo bet graet gant tud mennet. Chom a ra tammoù traoù met graet eo ar pep brasañ. Gant pep...

  • PITI, PITI, PITI, PITI, CHOU !

    08 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Sachañ an evezh ha digeriñ ar gaoz gant ar re yaouank... Hiziv eo bet degemeret Bastian Gwilhou er skolaj. Deuet eo da gontañ kaoz gant skolajidi an daou drede klas diwar-benn e film war greanti Tilly e Gwerliskin. Founnus eo bet ar gaoz etre ar saver-filmoù...

  • MERC'HED AR SKOLAJ : TEIR GWECH TREC'H E PONDI !

    11 avril 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Dipitet oa bet ar strollad merc'hed gant an degemer o doa bet e Tregon, hag int o pleustriñ hardizh abaoe meur a viz... Neuze, kendalc'het o deus da bleustriñ ha kinniget o deus hiziv da juri "Kanit 'ta bugale" kinniget gant merc'hed Polig Montjarret...

  • BODADEG ETRERANNVROEL YEZHOÙ HA SEVENADURIOÙ

    06 novembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Degemeret eo bet er mintin-mañ dileuridi Bodadeg Etrerannvroel ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù a zo gant o sizhuniad labour e Landerne. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant buhez hor skolaj ha deomp da spurmantiñ dremmoù liesseurt an dileuridigezh. 60 dileuriad...

  • WAR-RAOK GANT PEZHIOÙ-C'HOARI AR 6vedidi

    07 mai 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    D'ar Gwener 24 a viz Ebrel a-hed an devezh, leun a dud o virviñ er sal liesimpij : gwiskamantoù, testennoù adwelet buan, ha Bob Simon deuet da gejañ gant ar strollad. Ur boelladenn evit komz kreñvoc'h, teurel ar vouezh ar pellañ posubl, ha dao ! Setu...

  • Paeroniañ

    26 septembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Ober anaoudegezh hag en em harpañ. Sikour ar re nevez-degouezhet d'ober o c'hammedoù kentañ e buhez ar skolaj ha kement-se holl e brezhoneg, evel just ! Er bloaz-mañ c'hoazh ez eus bet roet tro d'ar c'hwec'hvedidi er c'hoantae da vezañ paeroniet gant...

  • PLEUSTRADOÙ MICHER 4re KLAS

    10 juin 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Ewen, da vat gant e albomoù eured... Plakenn ar stal e zegemere Héloïse en he bleud o renkañ dilhad Amañ dindan peder dezrevell pleustradoù micher. Trugarez d'an dezrevellourien. Skeudennoù a vo klasket lakaat da heul... STAJ MICHER E ABATI DAOULAZ Etre...

  • PEVAR DISPAC'H LUKIAN KERGOAT

    10 janvier 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    D'ar Meurzh 4 a viz Genver ez eo deuet Lukian Kergoat (hag eñ kelenner brezhoneg e skol-veur Roazhon 2) da zistagañ ur brezegenn d'an daou glasad 3de. Dindan e-tro un eurvezh, ha gant forzh skeudennoù liesseurt bet dastumet gantañ, en deus displeget d'ar...

  • GOURC'HEMENNOÙ LEWELLYN!!!!!

    08 juin 2010 ( #Teuliadoù )

    Gouren a ra Lewellyn e Skol Gouren Kemperle abaoe un toullad bloavezhioù dija. Eus ar c'hentañ eo bet ar c'houlzad 2009/2010 evitañ. E kampionad Penn-ar-Bed, dalc'het e Gwitalmeze d'ar 25 a viz Ebrel , eo bet tapet gantañ an eil plas en e rummad (yaouaer...

  • SILIEG, UR VEAJ DA VRO WARC'HOAZH

    10 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant Muriel ar Morvan...

  • DREIST AR STAJ VIDEO !

    07 mai 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Tri skipailh pevare klas ar skolaj. 5 den gwelet gant ar skipailh atersadennoù : rener Ti an holl Penharz, Rachid Ben Rahal, Ewen Berthou, Andre Calvez, ha Denise, a gelenn galleg, gant tout ur skipailh, evit ar re a zegouezh eus broioù all e Penharz....

  • C'HOARIVA 6VED GANT DYLAN

    25 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv ez eus bet c'hoariet daou bezh gant ar c'hwec'hvedidi dirak o c'henseurted a 4re hag a 5ved. Labour Dylan gant e skolajidi. Ar pezhioù a oa bet c'hoariet c'hoazh e Sant-Martin-war-ar maez n'eus ket pell 'zo o deus lakaet an dud da c'hoarzhin er...

  • TRO AR SKOLIOÙ, ARSAV E BANALEG

    08 février 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Degemeret mat omp bet gant Ifig Tromeur ha gant familhoù hag hentet da weladenniñ tiez nevez skol Vanaleg staliet gant an ti-kêr. Emaomp gant tro ar skolioù o vont a skol da skol da ginnig ar skolaj. Bet omp e skolioù Diwan Tregon ha Banaleg hag e skolioù...

  • DISTRO-SKOL 2010

    02 septembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    - Dao, dao! - Piv eo? - Ann - Ann piv? - An Distro!!!! Setu , echu eo ar vakañsoù!!!! D'al Lun 30 a viz Eost e oa poent d'ar skipailh distreiñ d'ar skolaj a-benn prientiñ distro-skol ar skolajidi. An diabarzhidi 6vet klas a oa bet degemeret d'al Lun d'an...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>