FILMOÙ GANT DAOULAGAD BREIZH EVIT AN HOLL
A...KE...TUS... koulz skolajidi ha...kelenner.
Hiziv ez eus bet un abadenn filmoù evit an holl glasadoù. An holl skolajidi war-un-dro o sellout dre liveoù ouzh pep a film disheñvel : 6ved Touch, gwelet, selaou, c'hwesha gant Thierry le Vacon, den pedet Guy Joncour, Before Bach, gant Roland Tepot, den pedet Krismenn, Gant Youenn Vras gant Jean-Charles Huitorel, den pedet Tudual Huon, Hentoù 70 gant Mathieu Herry ha Roland Michon, pedet Mathieu Herry ha Martial Menard. Evit aozañ brav an teknik e oa deuet Erwan Moalic hag Olivier Dussauze eus Daoulagad Breizh. Trugarez dezho.
Mathieu Herry gant e zisplegadenn, Martial o prederiañ, dirazañ e c'heriadur nevez-flamm, galleg-brezhoneg !
Plijet e oa ar gouvidi goude ar film. E trede klas, da skouer, e oa bet ar gwellañ kaoz en devoa bet Mathieu Herry en ur skolaj diwar-benn e film... Displegadennoù Martial a oa pouezet-dibouezet dispar evit bezañ komprenet mat gant ar re yaouank. Un eskemm gwirion eta !
Ur banneig evit echuiñ...