War roudoù mein-meur ar ragistor.
Estreget skrid ha damkan a ya d’ober labour-noz ar c’hwec’hvedidi avat. Diwar c’houlenn o c’helennerez war an istor-geo int bet diouzh o zu o weladenniñ maezioù ar vro, war roudoù greunvaenadoù hon hendadoù. Mein hir, mein ben pe c’hoazh alez-vein, etre Kameled ha Ploeneg, setu hon ergerzhourien war an hent.

Kostez Kameled eo bet Lucas o tennañ e skeudennoù zoken !

Loeiza hag he c'hi bihan gant ur prantad diskuizhañ.

Mewen pintet 'giz ur c'hilhog war e vaen.

Alez-vein Leskonil.