Overblog Tous les blogs Top blogs Emploi, Enseignement & Etudes Tous les blogs Emploi, Enseignement & Etudes
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Piknik ha c'hoarioù war an draezhenn

Piknik ha c'hoarioù war an draezhenn

1512 …

Evit ober vad eus an amzer vrav omp bet da biknikañ war traezhenn Enez Tudi. Sevel kestell-traezh, c'hoari "Bolotenn d'ar brizonidi " ha pourmenadennig war an draezhenn a-raok mont da gousket..

Ar REDAAAAAAAAAAAAAAAA-DEG. Ar RE-DA-DEG.

Ar REDAAAAAAAAAAAAAAAA-DEG. Ar RE-DA-DEG.

1442 …

Hiziv e voe tremenet ar Redadeg 2022 dre Gemper ! Hag evel just, e oa kemeret perzh gant an holl ac'hanomp ! Kanet e voe, redet, hag huchet ivez evit ma chomo yac'h ha bev hor yezh. Ur mare fromus ha laouen, dindan banneoù heol bras...

Gouel Breizh er skolaj !

Gouel Breizh er skolaj !

1394 …

Lidet eo gouel Breizh hiziv er bed a bezh... hag er skolaj ! Deuet ez eus ur bern skolajidi ha tud ar skipailh gwisket e gwenn ha du evit merkiñ an taol.

Danvez morlaeron a zo e 5ved klas

Danvez morlaeron a zo e 5ved klas

1394 …

Radio Jakez - c'hoari Goulennoù an deiz evit ar wech kentañ !

Radio Jakez - c'hoari Goulennoù an deiz evit ar wech kentañ !

1372 …

Fier omp da ginnig deoc'h hor c'hoari kentañ ! Kinniget e oa da lakaat o anv d'an holl o doa c'hoant da c'hoari ha tenet eo bet dre zegouezh Eloann ! Trugarez dezhañ evit bout c'hoariet ganeomp. Ha ken ur wech all evit un abadenn all...

Tan de'i gant Alvan hag Ahez !

Tan de'i gant Alvan hag Ahez !

1335 …

Ar 6veidi o kalonekaat Alvan hag Ahez er c'hentelioù Brezhoneg ! Respontet o deus Alvan hag Ahez d'un SMS kaset gant Marine Gloaguen. Deuet eo brav ganto en Eurovision dirak 15 000 den e Torino ha war-dro 200 milion a dud dirak o skramm!...

Deuit da redek kilometrad Skolaj Jakez Riou !

Deuit da redek kilometrad Skolaj Jakez Riou !

1335 …

Deuit da redek ganeomp d'ar meurzh 24 a viz Mae da 9 eur 7 diouzh mintin. Niverenn ar c'hilometrad : 893. Na zisoñjit ket ho tee-shirt Redadeg ! Pennad skrivet gant Lylie, Angèle, Armel ha Telo. Setu kanaouenn ofisiel Redadeg 2022...

GOUEL 25 BLOAZ AR SKOLAJ

GOUEL 25 BLOAZ AR SKOLAJ

1291 …

Pedet oc'h da lidañ 25 bloaz ar skolaj d'ar Gwener 24 a viz Even 'vo aozet ar fest adalek 6 eur dirak Ti an holl 'ba Penharz Tem choazet gant ar skolajidi : « Chik ha cheuc’h ». Deuit gwisket cheuc'h... gant un tamm faltazi memestra...

1 2 > >>