BEAJ ARRASATE 2014
Er sizhun dremenet e oa bet 19 skolajiad an 3de Melen o tremen ur sizhunvezh e Bro-Euskal, ambrouget gant Veronica ha Padrig. Darempredoù a-feson a zo bet gant ar genskriverien, un degemer eus ar c'hentañ hag un amzer gaer en holl evit ober anaoudegezh gant ur vro vrav.
Daou boz diwar-benn hon eskemm ha skeudennoù hon obererezhioù a zeiz da zeiz. Barzhonegoù all diwar zorn ar skolajidi a vo diwezhatoc'h !
Arizmendi-Jakez Riou,
Pevarzek vloaz a eskemmoù.
Ar greun hadet stank en antoù,
Ra ziwano er c'halonoù !
Breizh hag Euskal Herria,
Skolioù Diwan Ikastola,
Brezhoneg hag Euskara,
Frankiz hag askatasuna.
Lun
Meurzh
Jaione, renerez, da vat gant he displegadenn !
Jaione hag Ana
Profoù a Vreizh...
E porzh an ikastola
Prederiañ a-stroll war heñvelded ha kemm etre stad ar yezhoù orin en div vro, gant Aitor.
Dirak an ti-kêr diouzh ar mintin, ambrouget gant Julu
Kein an iliz troet ouzh talbenn an ti-kêr, skouer dibar a enebiezh ar galloudoù
Ur steredenn skinwel e studio Goiena
Penaos e vaketenner ar gelaouenn Goiena.
Gant ar genskriverien goude merenn
C'hoari dastum ar pennoù maiz e Santa Barbara. Sprint Meltan !
Sprint Aziliz !
Urtzi o kontañ ar pennoù maiz
A zorn da zorn !
Sprint Kaoura !
Sprint Erell !
Pepe, an hader
Ar moc'h ivez a gav mat pennoù maiz (prenestr stal-gilhevardon en Arrasate)
Merc'her
Displegadenn profet deomp e ti Breudoù Gernika, la casa de Juntas
Dirak dervenn frankizioù Euskariz : Gernikako arbola
Kef an dervenn gozh
Plasenn ti-kêr Gernika hag iliz Santez-Vari
Ar "Guernica" da C'hernika. Goulenn a ra Euskariz ma vo degaset taolenn Picasso da C'hernika.
Video an adunvanidigezh e Mirdi ar Peoc'h, Bakearen Museoa, Museo de la Paz
"N'eus ket a hent evit ar peoc'h. Ar peoc'h eo an hent". Gandhi
Koad livet Oma
Yaou
Gant an eontr Albert dirak Eureka
ar c'hiosk e Donostia
Smiling in the rain ! Savet ur barrad glav pe penaos e voe foeltret disglavier Gorwenal...
O c'hortoz ar c'harr-boutin
Steuñvenn Kêr-Arrasate
Gwener
Añana
Menezourien ampart !
Bourc'hadenn Añana a-ziwar laez
Ar graperien
Traoñienn holen Añana, Añanako Gatz-harana, las Salinas de Añana
Ar weladeg
O tennañ dour diouzh ar puñs
Tifenn da vat outi !
Un dalstumlec'h holen
Gwenodennoù an holen...
Loenedigoù ruz gwarezet : Artemiennoù
Terapiezh dour sall...Sall-ki (225g./litrad dour)
An daouarn hepken/Eskuak bakarrik!
Tric'hornek eo an draonienn, er c'hrec'h emañ ar mammennoù dour sall
Vitoria-Gasteiz
Leurgêr ar gwirioù, Plaza de los Fueros
War derezioù leur-gêr ar Werc'hez Wenn
Monumant emgann Vitoria (drouziwezh arme Napoleon e 1813), plaza de la Virgen Blanca
Templ ar bevezerezh...
Ar "Boulevard" e Gasteiz
Ger-stur familh war unan eus koshañ tiez Arrasate