Top articles

  • PAULINE KERSKAVEN DISTRO A SU AMERIKA

    29 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Pauline hag he zog Panama Dec'h e oa deuet Pauline Kerskaven da ziskouez d'hor pevareidi arvezioù eus he beaj dre Su Amerika. Tro hor boa bet da gomz ganti dre Skype ha da embann lod eus he fennadoù war hor blog. Arc'hantina, Chile, Bolivia, Perou, Ecuador...

  • ARIZMENDI/JAKEZ RIOU 2011

    21 mars 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    E skeud ar gwenn-ha-du hag an ikurriña Setu degouezhet kannaded an nevezhañv. Gant Pepe ha Joserra da ambrougerien 23 skolajiad deuet d'ober anaoudegezh gant o c'henskriverien ha gant hor bro. Digwener vintin, lein goude un nozvezh karr-boutin, degemer...

  • CHEKENNOÙ REDADEG 2010

    24 octobre 2010 ( #Teuliadoù )

    Luc'hskeudenn gant Kenan an Habask Berzh he deus graet Redadeg 2010. Dec'h vintin e Ti ar Vro Kemper e oa deuet ar mare da ingalañ an arc'hant. Chekennoù a zo bet roet eta da Ziwan ha da 6 raktres dibabet evit o ferzh mat da gas ar yezh war-raok en un...

  • LEINTZ BAILARA- SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU, 10 VLOAZ

    24 mars 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Ul levr dastumad pennadoù a zo bet aozet gant Pepe evit an 10 vloaz. Trugarez... C'hwec'h devezh o deus tremenet ganeomp hor mignoned a Arrasate a oa deuet gant o eskemm bloaziek da Gemper, etre ar Gwener 12 a viz Meurzh hag ar Merc'her 17. Pepe hag Izaskun...

  • AN TAD DISKIANTET...

    21 septembre 2009 ( #Teuliadoù )

    Bosenn Eliant Kriz 'vije 'r galon na ouelje, E bro Eliant, neb a vije : Gwel't triwec'h karr 'tal ar vered Ha triwec'h all eno 'tonet. 'Lec'h 'oa nav mab en un tïad, Eent d'an douar en ur c'harrad, Hag o mamm baour oc'h o charrat, O zad a-dreñv o c'hwibanat...

  • Beaj en dazont

    01 mars 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Bet eo tredeidi holl skolajoù DIWAN o weladenniñ al lise a zegemero lod anezho ar bloaz a zeu al Lun 2 eus ar miz-mañ. Setu amañ penaos eo tremenet an devezh ispisial-se evit klasad trede skolaj Diwan Jakez Riou eus Kemper. Loc’het ar c’harr-boutin Goude...

  • N'OMP KET DISEBLANT...

    22 février 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Gant Odiseia ar Gerioù er bloaz-mañ ez eus pledet gant nac'hañ an diseblanted ha sachet eo bet hon evezh p'hon eus gwelet e c'hellemp kemer perzh e brezhoneg. Neuze, ne oant ket diseblant ouzh hor yezh... Deomp e-barzh ar jeu eta ! An diaesañ moarvat...

  • MERENN-VIHAN KRAMPOUEZH PEVAREIDI

    10 juillet 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    A-raok en em guitaat o doa c'hoantaet ar bevareidi aozañ merenn-vihan o fardañ krampouezh hag o tegas gwastilli. Un doare plijus-kenañ da gimiadiñ diouzh o fenngelennerien. Plijadur a zo bet ha tremenet eo brav pep tra. Ur souezh pegement e servij hon...

  • BOD KAOUENNED...

    26 avril 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Al lochoù Aketus outi... E tekno hon eus graet lochoù evit ar c'haouenned bihan. E Kerne-Izel ne vez kavet ar c'haouenned-se nemet e bro Borzhe. E pad ar vakansoù goañv omp bet en un ti-feurm e Kast, o staliañ div loch. Staliet in bet en ul lec'h ma n'eus...

  • EVEL EOSTIGED BAILH...

    21 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Enora, Sterenn, Marine ha Manaly gant Louise Ebrel Dreist an abadenn ! Daouzek kanerez a zo e kleub kan ha diskan. Pedet e oa bet gant Louise Ebrel evit an abadenn "Taol Kalon" e Kastell-Nevez-ar-Faou ur miz hanter'zo ar merc'hed o doa c'hoant da vont...

  • TESTENN BAZH-TEST REDADEG 2010

    17 mai 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Goulc'han, a-zevri outi ! Skeudenn tennet eus lec'hienn ar Redadeg. (Amañ dindan, testenn ar vazh-test, an testeni prizius graet gantañ hent a zorn da zorn, a Roazhon da Bondi. Savet eo bet gant Goulc'han Kervella ha lennet kaer gantañ war leurenn degouezh...

  • MILIN AR ROC'H

    16 novembre 2009 ( #Teuliadoù )

    Un ti brav en deus ar miliner... Un anv-lec'h a gavit brav... Kavout a ran brav al lec'h anvet "milin ar Roc'h", peogwir ez eus ur stêr e-kichen, ur vilin, koadoù hag un dachenn evit ober mountainboard. Ne dro ket mui ar vilin, met tud eus ur gevredigezh...

  • Medalenn arc'hant !

    05 novembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Prezegenner kendrec'hus hag arvesterien aketus... Hiziv eo bet Herve Larhant, tad ur skolajiad, er skolaj o tisplegañ d'ar skolajidi e droioù-kaer bageer dre lien e Bro-Sina. Arouez a drec'h hirc'hortozet... War vourzh ur sonar e oa dibabet o ekipaj er...

  • Un devezh kaer e Skaer...

    27 juin 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Aketus ouzh displegadennoù Anne... D'al lun 23 a viz Even e oa pevare devezh staj Natur ar re 6vet. Dizoleiñ ar c'hoad gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er Chapel-Nevez, goro ar saout gant Gi Peñseg, dizoleiñ loj ar saboterien ha labour ar c’hlaouaerien,...

  • Kuzul-skoazell, ul lañs nevez !

    20 octobre 2007 ( #Teuliadoù )

    War-lerc'h bodadeg-veur ar c'huzul-skoazell ma oa deuet 26 a dud, d'ar 5 a viz Here, e oa diriaou da noz emvod gant ar c'huzul-merañ ha war-un-dro emvod gant ar c'huzul-skoazell gant ul lodenn voutin d'an daou guzul er penn-kentañ. Setu luc'hskeudenn...

  • Devezh pedagogel Eil Derez Diwan e Karaez

    01 mai 2007 ( #Teuliadoù )

    Dec’h e oa bet un devezh labour evit kelennerien, kasourien, sekretourezed eil derez Diwan e lise Diwan Karaez. Prientadur an AKED, labour stroll evit al lise, yezhoù, soubidigezh, heñcherezh-skol, Deskadurezh Korf ha Sport, kasouriezh, setu lod eus ar...

  • Digoridigezh ti-annez Kuzon

    15 décembre 2006 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec’h e oa bet lidet digoridigezh an hunva. Deuet e oa kerent eus ar skolaj, izili ar c’huzul-merañ ha tud e penn Kambr ar Micherioù. Fichet kaer e oa bet an hall bras ha staliet brav ur banne degemer. Trugarez da Glaod, da Gristine, d’ar vugale ha d’o...

  • Ma gavr hag he re vihan

    10 mars 2009 ( #Teuliadoù )

    Houmañ a zo anvet Koumoulenn peogwir he deus ur vrizhenn wenn e stumm ur goumoulenn war he fenn. Hounnezh a zo anvet Kanevedenn peogwir eo liesliv ha ken brav hag ur ganevedenn. Blanchette eo anv ma gavr, gwenn eo gant kerniel bras-tre. Ur c’havr-venez...

  • Dilojadeg Kuzon-Plogastell

    02 septembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar simidi a-zevri ganti ! Disadorn e oa deuet kalzik kerent da reiñ dorn gant an dilojadeg eus Kuzon da Blogastell Sant-Jermen. Diframmañ ar gweleoù, sammañ ar matalasennoù, kargañ pep tra er c'hirri-samm ha yao en hent war-zu Plogastell evit un darn...

  • Land Art

    23 janvier 2007 ( #Teuliadoù )

    Un doare arzoù o tont eus ar Stadoù- Unanet eo al Land Art. Implijet e vez an endro evit sevel oberennoù arzel. Land Art gwir a vo graet er skolaj pa vo bravoc’h ha tommoc’h an amzer, evit poent o deus gellet ar skolajidi labourat war daou savadur a oa...

  • Pellewelerezh gant 2 boent-tec’h (3de klas)

    23 janvier 2007 ( #Teuliadoù )

    E-touesk an teknikoù kinniget d’ar skolajidi emañ ar pellwelerezh gant 2 boent-tec’h (pellwelerezh gant 1 poent-tec’h a vez desket e 4re klas). Peurliesañ e kavont se diaes a-walc’h, rak dav eo bezañ resis ha doujañ ouzh reolennoù strizh. Saloon Solenn...

  • WAR-EEUN A SANTIAGO DE CHILE !

    09 décembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec'h e oa bet toullet kaoz gant Pauline dre SKYPE. Adalek 10e00 diouzh ar mintin amañ. Da lavarout eo 6e00 vintin du-hont. Trugarez dezhi da vezañ savet ken abred all ha hi gant ar sifern ouzhpenn ! Ma ! Plijet eo bet hor pevareidi melen ha glas gant...

  • ABADENN C'HOARIVA DIBENN BLOAVEZH-SKOL

    20 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Deuet e oa Goulc'han Kervella dilun ha dimeurzh da reiñ dorn d'an dredeidi gant o ferzhioù en Otello. Penaos enkorfañ an tudennoù, mont ha dont war al leurenn, yezh ar c'horf ha doareoù ar vouezh... Digwener da noz e oa an abadenn e Ti an Holl Penharz,...

  • War-zu Su Amerika

    04 mars 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Kroget eo bet mizvezh "War-zu Su Amerika" gant ar skolaj. Gallout a reer gwelout un diskouezadeg gouestlet d'an Indianed Kechua a zo o vevañ en Ecuador el levraoueg hag er raksal-debriñ. Eric Robin a zo deuet da zisplegañ d'ar re 6vet penaos en doa graet...

  • Danvez kelaouennerien.

    14 novembre 2007 ( #Teuliadoù )

    "Classe presse" setu an avantur a vo bevet ar bloaz-mañ gant ar re bevare evit deskiñ bezañ lennerien kazetennoù da gentañ (pep skolajiad en do 4 c'hazetenn bep sizhun etre fin miz Du ha fin miz Meurzh) dezho d'ober pep a deuliad, da lenn aketus ha da...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>