IMGP3377

Taoliad ar bodad boued

 

Hiziv eo bet dalc'het bodad ar boued gant dileuridi ar c'hlasoù, Jacques ar c'heginer, Padrig hag Olier. Kavout a ra mat an dud o fredoù. Gant ar c'hempouez emañ an dalc'h, pa glasker lakaat hor skolajidi da zebriñ mat hag a bep tra, zoken p'o devez c'hoant da gaout muioc'h a hamburgerioù, a gebaboù, a westell, pe c'hoazh da gaout evajoù sukret...

 

Ne c'heller ket kinnig da bep hini boued evel er gêr, met klask a reer lakaat da dañva ha d'ober anaoudegezh gant seurtoù boued disheñvel. Da bep hini da gaout spered digor ha da grediñ tañva, zoken ar pezh ne seblant ket bezañ diouzh e c'hoant...

 

Ar bloaz-mañ emañ ar gudenn gant ar re nebeut a amzer a vez gant ar re a zeu da ziwezhañ evit debriñ. Gwashaet eo an traoù e-keñver warlene, daoust m'emañ ar memes kont a skolajidi. Dalc'het e vo da glask lakaat tremen kentoc'h ar re a vez war studi e prantad diwezhañ ar mintin ha klasket e vo lakaat tremen buanoc'h servij ar meuz kreiz, o reiñ koulskoude ul lodenn da bep hini.

 

Daoust ha ret e vo kaout ur mont en-dro a zaou servij er bloavezh-skol a zeu ?

Degemer