Top articles

  • HOR C'HALONEKAÑ BREZHONEGERIEN E LUNA PARK !

    19 mars 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Aet eo ar maout gant ar 6veidi ! Degemeret oamp bet e Luna Park e Penwiler d'ar Gwener 7 a viz C'hwevrer. Plijus-tre e oa peogwir e oamp gant an holl 6veidi, un aergelc'h plijus-tre, o c'hoarzhin atav e oamp. Ar gelennerien o doa kemeret fotoioù. An aotrou...

  • BANK AR RE DREDE

    13 juin 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    E foñs ar porzh ez eus ur bank ha bep bloaz, e-pad pep ehan ez a ar re 3de warnañ pe tro-dro dezhañ. Bep bloaz e vez skrivet gant pep remziad 3de skridoù souezhus a bep seurt. Gwelet e vez gant ar skridoù-se pet vloaz eo chomet bev ar bank ispisial-se......

  • GARABIDE

    19 novembre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Aitor ha Miren dirak ar 4re Glas Disadorn e oa deuet Miren Artetxe da Gendalc'h Eil Derez Diwan da zisplegañ petra oa labour he c'hevredigezh, GARABIDE hec'h anv (hent diorren) war dachenn ar genskoazell etrevroadel d'ar yezhoù minorelaet. Ur sikour pouezus-...

  • PLIJADUR O LENN : BLOG AL LEVRAOUEG

    16 novembre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Savet 'zo bet ur blog evit levraoueg ar skolaj : http://levraouegskolajdiwanjakezriou.wordpress.com/ N’eus ket kalz tra warnañ 'vit poent ha gellout a raio cheñch un tamm e stumm hag e livioù gant an amzer marteze met ne vern, setu, aze 'mañ ! Skolajidi,...

  • DANVEZ KENEDUS 'ZO DANVEZ LEVENEZ DA VIKEN...

    29 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    "A thing of beauty is a joy for ever...", John Keats. Aked ha pasianted a zo bet hiziv o sevel mandala fin ar bloavezh yoga gant Manu hag ar c'hwec'hvedidi. Ul labour meur a zorn, munut, evezhiek, skuizhus, ingal ha plijadur an disoc'h o stummañ, an disoc'h...

  • Roue an harzoù hag ar pevar mab Hemon

    12 février 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    ABADENN C'HOARIVA E PLOGASTELL : PLIJADUR A ZO BET ! Roue an harzoù Marie-Hélène ha Sylvain Kant ugent a dud, pevar-ugent skolajiad ha daou-ugent den eus an diavaez (tud eus Karaez, eus ar gevredigezh C'hoariva, eus Ti ar Vro, kerent diavaezidi ...),...

  • 4REIDI E BED AL LABOUR

    31 mai 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    E-kreiz bed ar buheziñ en ur c'harter Emañ krog ar bevareidi gant o stajoù micher. Un tamm gwel on bet oc'h ober da deir anezho. Manaly e ti karter ar Meilhoù Glas, Nolwenn en he stal dilhad cheuc'h straed an Tog Ruz ha Maëlenn o teskiñ micher karrellerez...

  • CHESTER 2012

    30 octobre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Burzhudoù ma 9vet beaj gant Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper. Chester, ur gêrig a vent gant Kemper tamm pe damm tapet etre Birmingham ha Liverpool war harzoù bro Gembre. Skolajidi dedennet gant buhez Shakespeare savet gante goulennoù simpl ha lorc’h ennon,...

  • "E SKEUD KANAÑ" GANT AR VREUDEUR MORVAN

    05 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Laouen an holl ! Hiziv eo bet ar vreudeur Morvan er skolaj. Bannet eo bet ar film "e skeud kanañ" savet gant Jérémy Véron d'hor skolajidi 4re klas. Plijet int bet gant ar film hag ur pennad-kaoz talvoudus a zo bet goude. C'hoant daremprediñ a bep tu,...

  • BOUM MEURLARJEZ

    10 février 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Da lidañ meurlarjez ha vakañsoù miz C'hwevrer , ez eus bet aozet ur boum treuzwisket e Plogastell Sant-Jermen en hunva. Dirollet an holl da zañsal ! Spider-Heol ha merc'hed 4re ! Tem ar boum : Ar Maskloù ! Aet ar maout gant Marie B. e 5ved. Bravat maskloù...

  • MOR DON HA LANV DU

    15 mai 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Kêr-Iz Daou zevezh staj gant ar re 5vet asambles gant Tomaz Kloareg. Labouret o deus hardizh war an destenn, al leurenniañ, al labour a-stroll. Graet o deus araokadennoù bras, a-drugarez d'al leurennier a vicher. Penaos leurenniañ un aerouant gant breur...

  • UR FILM ER SKOLAJ : SILIEG

    03 décembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar gaoz gant Muriel Morvan goude ar film Hiziv, d'ar Yaou 2 a viz Kerzu, eo bet pedet Muriel Morvan (sevenourez) hag Elen Rubin (implijadez e Daoulagad Breizh) gant Skolaj Diwan Jakez Riou evit diskouez ur film d'ar skolajidi diwar-benn an diorren padus....

  • DIT DA C'HOARI, ERWAN !

    02 mars 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Un diviz plijus... Er mintin-mañ eo bet diskouezet ar film "din da c'hoari" savet gant Mai Lincoln hag Erwan Kermarreg diwar-benn Erwan Konk. Buhez ur paotr yaouank paket gant ar viopatiezh hag a gas e vuhez evel un den all. C'hoari mell-droad kador,...

  • PLANEDENNOÙ MERC'HED AET DA VITIZHIEN...

    16 février 2011 ( #Teuliadoù )

    Louise Ebrel hag Elen Rubin D'ar Yaou 10 a viz C'hwevrer e oa bet kinniget deomp ar film "Matezh" e Sal ar Yezhoù. Savet eo bet ar film-se gant Thierry Compain, padout a ra e-tro un hanter eur. Komz a oa er film eus ar merc'hed a guitae Breizh, 'tro ar...

  • BEAJ AL LATINEGOURIEN

    04 octobre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Dilun ha dimeurzh e oa strollad latinegourien ar c'hlasoù trede bleniet gant Katalin ha Mireille o foetañ bro war roudoù ar sevenadur roman. A Gemper da Bleheneg ha da Jublains goude. Setu un nebeud skeudennoù, kement ha reiñ un tañva, da c'hortoz ur...

  • PERSPEKTIVEREZH GANT DAOU BOENT-TEC'H

    15 mars 2012 ( #Teuliadoù )

    Unan eus diazezoù an tresañ eo ar perspektiverezh. Reolennoù resis a zo da lakaat e pleustr. Goude deskiñ diazezoù ar perspektiverezh gant ur poent-tec'h e 5ved, ha pleustriñ en-dro e 4re e c'hall ar skolajidi mont pelloc'h gant an teknik-se ha stagañ...

  • SEVEL UR MANDALA E LEUC'HAN

    22 juin 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Er mintin-mañ e oa emgav e Leuc'han e kreizenn Yoga Satyananda evit izili ar c'hlub Yoga evit ober un dra nevez evidomp, ur mandala. Amañ e welit disoc'h an ober a-stroll-se a zo bet ezhomm a galz a basianted da gas da benn. Heuliañ al linennoù, lakaat...

  • PARKAÑ KIRRI, N'EUS FORZH PETRA !

    11 octobre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Degemer mat war ar parklec'h ! Mont e-barzh liseidi ha studierien Kerne dre an traoñ, kirri-tan ha skouterioù ouzhpenn war ar parklec'h ! N'ez a ket mat tamm ebet gant ar parkañ kirri tro-dro d'ar skolaj. Abaoe ma 'z eo bet pilet steudadoù kendioù straed...

  • UR STAJ E LIORZH AR SPISOÙ...

    22 janvier 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    François gant e vestr staj en e stal veuzioù a Vro-India e koc'hu Sant-Frañsez. Un degemer karadek ! Er sizhun-mañ emañ hon tredeidi gant o stajoù-micher. War roudoù a bep seurt hunvreoù int aet d'ober anaoudegezh gant bed an armerzh. Ur skiant-prenet...

  • JAKEZ RIOU-ARIZMENDI : ARRASATE 2012

    01 mai 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Eus al Lun 23 betek ar Sul 29 a viz Ebrel omp bet en Arrasate, 22 skolajiad a Gemper hag a Wened hag o ambrougerien. Degemer c'hwek ha roll oberoù stank... Da heul skeudennoù a zeiz da zeiz. War kae ar porzh-houarn e Bourdel, harz-labour dic'hortoz. Un...

  • LENNEGEZH VREZHONEK EVIT AR RE YAOUANK

    21 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Taoliad krenn da-geñver saloñs Pluguen diwar-benn al lennegezh vrezhonek evit ar vugale hag ar re yaouank (Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz). Valérie Treffles, Jakez-Erwan Mouton, Fanny Chauffin, Denise Lefranc, Gwenvred Latimier-Kervella, Moran Dipode...

  • BEAJ DA VRO-ALAMAGN 2010

    03 mai 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    BEAJ LUZASIA 2010 Evit an eil gwech em eus bet ar blijadur da vont da vro Alamagn gant ugent skolajiad 4re ha 3de klas ha Ronan Menardeau. Aet e oamp kuit d'ar 17 ha distroet d'ar 26 a viz Meurzh evit dizoleiñ bro ar Sorabiz. Nag a blijadur hon doa o...

  • REDADEG 2014 : UN EMLUSK POBLEK HEP E BAR !

    30 mai 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    Un tamm pasianted c'hoazh ! Dec'h e oa tremenet ar Redadeg dre Gemper. Ur blijadur ! Lañs, lusk a oa ha plijadur o kemer perzh ! Gant ar skolaj e oa bet prenet ar c'hm 1037 a groge adal adhent Kroashent-tro Kervoazan hag a dape straed Pont-'n-Abad. Ha...

  • BOUM NEDELEG !

    17 janvier 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Dale mezhus a zo ganeomp oc'h embann skeudennoù eus gouel Nedeleg e Plogastell ! Ma, gwelloc'h diwezhat eget biken ! Bremañ m'emañ ar goañv o tiskouez beg e fri e tommo da galonoù an dud o welout ar skeudennoù-mañ ! Cheñchet o doa ar gasourien micher...

  • REDEK A RAINT EVIT SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU !

    15 mai 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    A gleiz da zehou : Jeanne, 6ved, Ilan, 4re, Marine, 3de, Marion, 5ved. Setu dindan roll ar c'hilometroù a zo bet prenet gant hor skolaj. Bennozh d'ar C'huzul-skoazell ha d'ar c'hrampouezherezed ez eus bet gellet prenañ unan ouzhpenn. Redet e vo gant Erell...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>