OBER ANAOUDEGEZH GANT AR BREZEL BRAS
D'ar Gwener 10 a viz Here e oa bet ar re drede o weladenniñ an diskouezadeg war ar C'hentañ Brezel bed e mediaoueg an Ursuladezed.
Tro o doa bet ar skolajidi da welet an dafar a oa gant ar soudarded er fozioù-difenn. Lennet e oa bet ivez tammoù eus lizheroù bet kaset gant soudarded bro Glazig e-kerzh ar Brezel Bras. Diskouezet oa bet ivez ar pezh vez anvet "arz an trañcheoù". Traoù fetis 'ta.
Kinniget oa bet ivez bannoù-treset a bep seurt bet graet evit diskuliañ follentez ar brezel. ( Re Tardi da skouer hag hini an Australian Joe Sacco:"The Great War" bannoù treset 7 metrad anezhi!)
(Trugarez da Awena evit ar skeudennoù.)