Galv ar "c'houbladoù" gant Marine, Christian ha Petra en he c'hichen Dec'h e oa degouezhet e Kemper kenskriverien hor skolajidi war studi an alamaneg. Ul lodenn a oa degemeret ganeomp hag ul lodenn all a gendalc'he betek ar Releg. Goude un degemer kalonek...
Gourc'hemennoù d'ar re o deus gounezet ! Anat eo. Hogen gourc'hemennoù ivez d'an holl re o deus stourmet outo o-unan evit ober o seizh gwellañ e seizh avel ar Gornigell ! Setu an disoc'hoù: Redadeg merc'hed 6ved-5ved : 1: Yaël Kervern 2: Elen Bleuzen...
Ar prientiñ war wrimenn an dachenn... Prest da lañsañ... A-denn askell dreist toennoù Kemper, brav ! E tekno hon eus kroget da sevel kirri-nij gant ur c'heflusker. Skipailhoù tri pe pevar 'zo bet graet. Pep skipailh a sav ur c'harr-nij hep ar cheflusker...
Er mintin-mañ e oa bet roet prizioù ar c'hwizz : un dablezenn niverel da Noe hag ur mad da brenañ da Lucia ! (Skeudenn gant Gwenael) Bep Meurzh vintin emgav en oaled evit hon holl skolajidi da 8e ha kard. Emgav sizhuniek evit kelaouiñ hag evit bezañ kelaouet....
Hiziv eo bet dalc'het kendalc'h eil derez Diwan e Lise Diwan e Karaez.150 bennak a dud, kelennerien, kasourien, implijidi melestradurezh. Un digarez vrav d'en em adkavout pe d'ober anaoudegezh gant tud nevez. Diouzh ar mintin eo bet Kristof Nikolaz, rener...
Hiziv eo bet enoret rederien wellañ ar skolaj, ar re graet berzh ganto en hor c'hross d'ar Gwener a-raok ar vakañsoù. Stlakadeg daouarn kalonekaus a-berzh o mignoned, medalennoù ha diplomoù, ul lid plijus-kenañ eta evit klozañ gant kross ar skolaj lakaet...
Gouel a oa e Ploneiz disadorn evit ar brezhoneg. E Ti an Dourigoù e oa digor dorioù ha mikroioù Radio Kerne, e oa c'hoarioù evit ar vugale, ur stal livañ dremmoù, Skrivadeg hag elektronoz ! Ur saliad tud a zo bet o kenskrivañ amañ ha klevet hon eus abaoe...
Diwallit, emañ ar biñsoù o vont da fraoñval ! Dec'h e oa dorioù digor er skolaj. Tremenet eo mat ha plaen. Kalzik familhoù a oa deuet, heñchet int bet gant tud ar skipailh, prest d'o zitouriñ ha da reiñ displegadennoù a bep seurt. Trugarez da bep hini....
War-c'hed edod eus al labourioù da gregiñ. Loc'het eo. Abaoe dilun ez eus birvilh da vat war ar porzh da sevel tiez salioù-klas. E miz Gouere e oa bet didammet an ti raksavet kozh. An ti a welit war ar skeudenn eo hini ar skolaj ha d'e heul e vo savet...
Renta-kont staj micher Maïna, trede klas Digoradur Graet am eus ma staj micher en un arnodlec'h dielfennerezh mezegel. Choazet am eus ober ma staj eno evit gouzout penaos e veze dielfennet ar gwad, hag-eñ e veze jedet gant an dorn evit kavout an disoc'hoù...
Daouzek skolajiad ambrouget gant Ninnog ha Padrig o deus bet un devezh dreistordinal dimeurzh, 19 a viz Mezheven. Int a oa bet kavet ar skolajidi zellezekañ evit implij ar brezhoneg er skolaj hag o frof fin ar bloaz a oa eus an devezh-mañ. Diouzh ar mintin...
Mignoniezh Dilun, 18 a viz Mezheven, e oa nozvezh ar gala. Muzisianed ampart a zo bet klevet. Cheñchamant roll pe rock and roll ? Un tammig c’hwezh ar vakañsoù a oa war ar porzh gant silzig ar mestr-keginer Olier war –dro ar Barbekue. Un abadenn mentet...
War ar porzh a-barzh kregiñ ganti ! Diriaou e oa Gouel an Trec’h e Plijidi evit holl skolajidi 4re ha 3de klas Diwan.Petra, ‘mut-hu ? Ya, Gouel an Trec’h pe an emdrec’h, ur mare plijadur a-stroll e brezhoneg evit tri-c’hant bennak a dud yaouank. War-un-dro...
Setu a-us ar pezh a zo bet moulet war ar mailhurennoù a zo bet profet deomp gant Euskariz. Evel gant ar c'houlzad 365 EGUN EUSKERAZ e talvez e c'heller ober gant ar brezhoneg bemdez. Ur gwir eo hag ur youl da dizhout ar gwirvoud-se ! Trugarez dezho !...
Ha n'eus ket bet un dakennig c'hlav, nemet e Kastellin, pa oamp er c'harr-boutin o tistreiñ d'ar skolaj ! Devezh brav en un endro dispar : Kraozon-Morgad. Ermaeziadeg e Tahiti ? Danvez mistri Kalm-chok ! Dilestrerien... O sevel gant ar wenodenn. Marzh...
A-gleiz da zehou : Pierre Emmanuel Marais, Pierre-Meñs-Pegail, levraoueger, hag ul levraouegerez a vediaoueg Kemper Bremaik eo deuet Pierre-Emmanuel Marais da gontañ kaoz gant an dredeidi velen diwar-benn e romant "Alje 57". Studiet e oa bet ganto er...
Gora Euskal Herria eta Bretainia! Dec'h vintin e oa degouezhet hor mignoned a Vro-Euskal. Ambrouger Pepe, blenier Juan Carlos. 9 skolajiad euskarat ar wech-mañ ha c'hwezek all chomet e Skolaj Diwan Gwened gant o c'helennerezed. Emaomp gant an trizekvet...
Lena Louarn, beskadoriadez kuzul rannvro Breizh, e karg a yezhoù Breizh Berzh gant ar vanifestadeg da harpañ Diwan Louaneg hiziv. 800 bennak a dud a oa, hinon an amzer ha seblant vat gant ar c'heleier. Goude sizhunvezhioù a stourm evit Skol Diwan en arvar...
E-touesk an dud... Emgav aozet hiziv gant Daoulagad Breizh evit hon tredeidi. Deuet e oa Bastian Gwilhou, sevener ar film, gant Marsel Gwilhouz kaner ha konter anavezet. Gouezet en deus Marsel Gwilhouz an doare da zesachañ an evezh ha displeget en deus...
Aet ar maout gant ar 5ved Glas ! Marie, diwallerez eus ar c'hentañ ! C'hoarierien ha c'hoarierezed ! Tremenet mat eo ar gala. Livioù Brazil... Paotred ha merc'hed en o sulieg ! Tournamant mell-droad war ar porzh, gounezet gant ar 5ved Glas, mar plij....
En em staliañ a ra ar bloavezh-skol en un doare un tamm ispisial ar bloaz-mañ. Labourioù o kenderc'hel war-dro tour ar saverez hag ar sal-glas ma tegouezh en estaj. Privezioù da c'hortoz war ar porzh, pa'z eo bet pilet ar re gozh a-raok ma vint renevezet....
Sturiañ gant evezh spis ! D'ar yaou 16 a viz Mae, war-dro 11e30 e oa bet lakaet ar c'hirri-nij bet graet e teknologiezh da nijal war un dachenn nepell diouzh ar skolaj. Ar baotred a zo e-barzh ar jeu ! An deknologiezh a vez kelennet deomp 2 brantad ar...
Un hir a istor dija eo hini hor charreadegoù arrebeuri evit ar skolaj. Berr-ha-berr abaoe ma 'z eus eus hor skolaj e Kemper omp bet o kerc'hat dafar e skolaj an Tour d'Auvergne, en ospitalioù Laenneg Kemper hag ar Gazeg Wenn e Brest, e Leskon, e Bear,...
5vet klas : Ganedigezh Gwener Goude bezañ gwelet Mona Lisa ha meur a livadur diazezet warni (gant Andy Warhol, Jean-Michel Basquiat, Fernand Léger...) e oa bet kinniget d'ar re 5vet labourat war « Ganedigezh Gwener » (e-tro 1485) gant Botticelli hag a...
Koulz eo lidañ hon daou-c'hantvet pennad gant un nebeud bleunioù, danvez nevez-hañv... Narcissus pseudonarcissus Roz-kamm melen Pe c'hoazh : foeon. Bleunioù Koraiz ivez gant Youenn Drezen, an dour en-dro d'an inizi p. 15 Reoù ar parkeier eo ar roz-kamm,...