Kantren a-dreuz parkeier Skaer.
Mestr ha diskibien aketus.
Goro saout hon eus graet, tañva al laezh deuet rag-eeun eus tezh ar vuoc'h, 'pezh n'eo ket bet pell ar skolajidi oc'h ober, daoust d'un darn kavout an dra-se heugus !
Goroer a vicher !
Kas an tropellad d'ar park avat, a zo bet un afer all, en abeg d'ur vuoc'h gloazet pe feneant, kit da c’houzout, ha na felle ket dezhi mont war-raok ! Ur skourrig gwevn da foetañ dousik war he feñsoù, ha setu hi o vont d'ar red.... war an tu fall !
Ha yao d'ar park !
Ur gwir skipailh skinwel !
E penn ar bern plouz !
Hon fred kreisteiz hon eus tapet 'ti Mari C'hlazioù, ha dao da di Anicet Furig da c'houde, a-vec'h ma oa koazhet o boued gant al lamponed !
Anicet Furig o tisplegañ.
Piv en deus ar muiañ a blijadur ?
Eno o deus bet ar vugale tro da gempenn ur ganol savet war an uhel, 'pezh na weler ket alies avat.
Dour boull ar ganol.
Ar skluziour evezhiek.
A-hed an abardevezh e oa o zreid hag o daouarn en dour hag er fank, ne oa ket trist stad ar c'harr-boutin 'n ur zistreiñ da Gemper !
hag an deiz war-lerc'h... Div blac'h o labourat en-dro d'an adimplij paper a oa bet lakaet da zont betek ti-annez Kuzon. Bet eo ar skolajidi o weladenniñ labouradeg "solidarite Papier" , m'eo bet displeget dezho da belec'h 'veze kaset ar c'hamionadoù paper ha petore impliji a raed anezho en diwezh. Peadra da zegas skiant d’ ar vugale war ar mod da skarzhañ ha da rannañ al lastez, ur gentel a skiant-vat eo bet d'an holl emichañs !
Kompren an adimplij paper.