Buhez ar skolaj
Daoust d'an amzer fall e c'hell skolajidi tañva tammoù mareoù distignañ war ar porzh. Amañ ez eo kaset ar c'hoari gant Gael, ha plijadur a zo, 'toare ! War-c'hed eus un dra nij dianav deuet eus an neñv...
Buhez ar skolaj
"A thing of beauty is a joy for ever...", John Keats. Aked ha pasianted a zo bet hiziv o sevel mandala fin ar bloavezh yoga gant Manu hag ar c'hwec'hvedidi. Ul labour meur a zorn, munut, evezhiek, skuizhus, ingal ha plijadur an disoc'h...
Buhez ar skolaj
Pauline hag he zog Panama Dec'h e oa deuet Pauline Kerskaven da ziskouez d'hor pevareidi arvezioù eus he beaj dre Su Amerika. Tro hor boa bet da gomz ganti dre Skype ha da embann lod eus he fennadoù war hor blog. Arc'hantina, Chile,...
Buhez ar skolaj
Hiziv ez eus bet c'hoariet daou bezh gant ar c'hwec'hvedidi dirak o c'henseurted a 4re hag a 5ved. Labour Dylan gant e skolajidi. Ar pezhioù a oa bet c'hoariet c'hoazh e Sant-Martin-war-ar maez n'eus ket pell 'zo o deus lakaet an dud...
Buhez ar skolaj
Mathieu e barr e vrud... evezhiet a-dost, evelkent ! Dec'h e oa devezh ar gala. Tremenet brav an traoù. Krogadoù mell-droad skolajidi ha skipailh. Sulian, mestr war an dachenn ! Jeanne, lañs ganti ! Disklêriet e oa bet prizioù 2012...
Buhez ar skolaj
Hiziv omp bet oc'h ober un dro e kêr gant hor brezhonegerezed skoueriusañ. Degouezhout dindan ar glav. Merenn a-zoare er C'heili, un tamm tro d'an iliz-veur hag ur sell ouzh porzh ti an eskob. Un degouezh gleborek dirak ar C'heili......