DEVEZH AR 4REIDI E LISE DIWAN KARAEZ
Plijadur ar c'hejañ
Plijet bras eo bet skolajidi ar 4re K gant o zroiad e Karaez. Kerkent ha degouezhet eo bet degemeret an holl e Sal Glenmor evit sellet ouzh filmoù berr bet savet gant skolajidi ar Releg, Gwened ha Kemper (6ved klas ha 5ved klas) hag ivez gant al liseidi.
Labour enklask 'zo war ar stern !
Liesseurt e oant : lod a oa skrijus, pe faltaziek, pe dudius … ha lod all c’hoazh a oa peadra da brederiañ diwar-benn an danvez (« ar journal », « an dibab », « ar c’hoarier »)
Meneget eo bet gant ar juri e roe an « Erminigoù » da lâret eo adprizioù, d'ar filmoùigoù (« Kombod tv ») bet savet gant an daou glasad 6ved e Kemper o vezañ lakaet an holl da gemer perzh.
Da greisteiz , an holl o deus kemeret hent al lise evit mont da zebriñ merenn . Kouskous a oa. Re a dud a oa d’an devezh-se evit prientiñ fritez.
Da 1e00 eo en em gavet en-dro an holl en oaled en taol-mañ evit mont d'ober anaoudegezh gant al lise, ambrouget gant liseidi. Savet e oa bet ur c’hoari enklask gant goulennoù diwar-benn al lise.
Da 3e00 e oa bet roet ar prizioù.
Bep a vanne chug-orañjez zo bet profet a-raok kimiadiñ.
Brav eo bet kavet al lise gant tout ar glasvez a zo tro-dro. Trugarez vras da dud al lise evit o degemer !
Bec'h a zo pe be...tra ?