Top articles

  • GWELADENN DA LISE DIWAN

    03 février 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec'h vintin e oa degemeret hor skolajidi trede klas e lise Diwan Karaez. Ouzh o ambroug Ronan Ménardeau hag Olier Auffret. Evel ma weler amañ dindan eo bet mat an degemer, en ur gentel skiantoù gant Loeiz, en ti-annez nevez hag en oaled nevez gant Markus...

  • ARRASATE 2011

    26 avril 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Dre dren ha dre garr-boutin hon eus graet hent a Gemper da Arrasate. Dre dren Kemper-Bourdel, Bourdel-Hendaia, ha dre garr-boutin Goierribus betek Arrasate. 24 e oamp a Gemper ha 16 a Wened. Amañ dindan un tamm dezrevell a zeiz da zeiz dre skeudennoù...

  • MEZEG-LOENED KALLAG

    23 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Na kuñv o feur ! "Touch, gwelet, selaou, c'hwesha"...Dec'h e oa bet diskouezet dre hanterouriezh Daoulagad Breizh ar film-se d'hor skolajidi 6ved ha deuet e oa Guy Joncour da gontañ kaoz ganto. Deuet e oa krec'hin chas-dour gantañ. Blev kalet ha flour,...

  • ESKEMM ARIZMENDI-JAKEZ RIOU 2013 E BRO-EUSKAL

    16 avril 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    War ar genrouedad ivez : http://www.mondraberri.com/mondraberri/contenidos.item.action?id=6512974&menuId=6207978&onlypath=true http://goiena.net/albisteak/aurten-ere-bretoiak-gurean/ Goude ur veaj digudenn e oamp degouezhet da 7 eur hanter diouzh an abardaez...

  • DELWENNOÙ UR MIRDI ISKIS

    29 novembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Kernioù, dornelloù, meilhoù-dorn dornataer ? Evit kregiñ gant ur prantad c'hoariva (pleustriñ a reomp war un abadennig 10 mn evit nozvezh an 19 a viz Kerzu e Plogastell), e vez graet a bep seurt pleustradoù evit lakaat ar strollad da vezañ prest da c'hoari...

  • MAASAI

    29 septembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Ur prezegenner ampart ha selaouet... Hiziv hon eus bet ar chañs da dremen ur pennad amzer gant Kenny, ur Maasaiad, deuet da gomz ouzh hor skolajidi 4re ha 3de diwar-benn e bobl, ar Vaasaied. Prientet e oa bet an emgav gant Ninnog ha gant ar gevredigezh...

  • BODADEG !

    13 septembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Evezh a zo ! Bodadeg a vo ganeomp bep Meurzh vintin da 8 eur ha kard evit an holl skolajidi. Un digarez mat da unaniñ buhez ha spered ar skolaj, da gelaouiñ ar skolajidi eus an nevezintioù ha da reiñ dezho paperoù. Hiziv e oa ar wech kentañ. Anv a zo...

  • EMGAV GANT LISE DIWAN

    10 février 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv ez eus bet kejadeg etrezomp ha dileuridi a Lise Diwan. Deuet eo Loeiz, rener, gant Edern, kasour, ha liseidi, bet skolajidi kent deomp d'ober ur gwel deomp d'hol lakaat da anavezout gwelloc'h al lise. Loeiz gant e skipailh Digoridigezh gant Loeiz...

  • FROMADEG O SELAOU EDOUARD ANSQUER...

    02 mars 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Er mintin-mañ ez eus bet film evit ar 6ved/5ved, Brest-Douarnenez gant Jean-Pierre Lyvinec ha pedet e oa bet Edouard Ansquer da gontañ kaoz diwar-benn e vuhez war vor. Un teulfilm gwall gaer, karantez ouzh ar mor, braventez ar bigi, ar familh Prigent...

  • KLET HAG AZILIZ WAR AN DACHENN !

    08 février 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    D’ar Meurzh vintin, bep pemzektez, e tegemer 6veidi skolaj Diwan Jakez Riou, Aziliz Bourgès ha Klet Beyer da sevel ur raktres war ar c'hleweled. Ar pal eo sevel ur rummad filmoù-berr farsus doare « Caméra Café », ha kemer-perzh e kenstrivadeg an Erminigoù...

  • MERENN-VIHAN NEDELEG 2012

    17 décembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Tredeidi akuit gant ar rozell hag ar spanell ! Merenn-vihan Nedeleg a oa goude ar c'hentelioù dec'h. Ur mare seder evit digeriñ war ar gouelioù. War ziskouez e oa oberoù savet gant ar skolajidi e trepas ar c'hlasoù, krampouezh, standoù dindan ar bratell...

  • BEAJ E BRO-MALI

    17 février 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    1/Kuitaat a reomp Pariz d'ar 14 diouzh ar mintin evit degouezhout e Bamako d'ar 14 diouzh an noz. Degemeret omp bet e ti mignoned a zo o chom eno. 2/Pa oamp aet er-maez an deiz war-lerc'h e oamp holl souezhet gant tout an traoù a c'hellemp gwelet. Otoioù...

  • KINNIG LISE DIWAN...

    02 février 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Displegadenn selaouet aketus... En abardaez-mañ ez eus deuet eizh lisead, Mai, Metig, Maïna, Soazig, Emma, Cécile, Rozenn hag Axel, bet skolajidi ganeomp kentoc'h (kalz a blijadur hon eus bet ouzh o adwelout), gant Brieg o c'hasour, ha Loeiz Rener al...

  • GALA 2009

    24 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Dilun e oa nozvezh gala er skolaj. Adalek 5.00 diouzh an abardaez eo bet stank an traoù. Ingaladeg ofisiel skridoù-testeni an AKED d'an dredeidi, prizioù Kan ar Bobl aet gant 3 strollad kanerien ha kanerezed eus ar skolaj, displegadennoù diwar-benn raktresoù...

  • DRAILH HA LAEROÑSI ER SKOLAJ !

    06 août 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Aesoc'h eo distrujañ eget sevel ha desevel ! Dispenn ha laerezh, setu ar pezh a zo bet graet en dibenn-sizhun-mañ e ti-skol Penharz hag en hon ti-skolaj e Kervoazan. Drailhet eo bet dorioù lodenn ar burevioù ha forzhet ez eus bet dorioù all. Arc'hant...

  • STAJOÙ MICHER TREDE

    20 janvier 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Maud : plac'h al lennegezh eo-hi, e levrdi Ravy e Kemper he deus graet he staj-micher. Théo : dedennet gant ar c'henwerzh eo, ha setu perak en deus graet e staj er stal-c'hoarioù "Remue-méninges" e Kemper. Diouzh a lavar perc'henn ar stal e plij da d/Théo...

  • PRIZ AR VUGALE HA TREIZHERIEN SOÑJOÙ

    26 mars 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    An danvez skrivagnerezed Kemeret o deus perzh ar re 5vet asambles gant Sten Charbonneau ha Mai Ewen er raktres skrivañ a-hed ar bloaz, a-benn gallout kinnig pep a zanevell evit kenstrivadeg Priz ar Vugale. Bodet e oa peder skrivagnerez e skol Diwan Kemperle...

  • AR SEIZH BREUR

    05 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    3de klas : gweladenn an diskouezadeg war an arzoù kinklañ e Mirdi an departamant Ha setu adkroget mat goude vakañsoù an Hollsent : e-keit ha ma oa ar skolajidi all gant o fenn devezh plijadur e brezhoneg eo bet an daou glasad 3de o welout an diskouezadeg...

  • KROSS KALA-GOAÑV

    23 octobre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec'h e oa kross ar skolaj war dachenn ar Gornigell, war c'hlann Stêr-Oded eta e-kichen porzh Kemper...Dre chañs e oa tavet glav pil polos ar mintin ha dispak an oabl ! Plijadur 'zo bet ! Trugarez da C'haëlle, da Varine o doa aozet brav an traoù gant...

  • LIORZH FAÑCH

    06 juillet 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Didrouz evel ma kresk legumaj ha bleunioù ez a war-raok klub liorzhañ Fañch. Bep Yaou da vare merenn etre porzh ha skol-vamm, war ziribin e pleg kelenner ha skolajidi war o labour. Setu amañ un nebeud skeudennoù a ziskouez a-walc'h e c'heller liorzhañ...

  • DORIOÙ DIGOR AR 17 A VIZ MEURZH 2012

    21 mars 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Loig Philippon, kuzulier-kêr, a oa deuet d'ober ur gwel deomp. Tremenet mat eo an dorioù digor. Prest e oa ar skipailh da zegemer ar familhoù. Deuet e oa ivez skolajidi da sikour, ur mell trugarez dezho. Gwelet eo bet ar filmig nevez da vrudañ ar skolaj...

  • BEAJ CHESTER 2011

    17 novembre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Peseurt mirdi en deus plijet dit ar muiañ? · Mirdi "The Roman Experience" rak fentus e oa. (Marie) "The Roman Experience" peogwir e plij din kalz ar soudarded roman. (Gwendal) · "Cadbury World" peogwir e oa brav. (Erell – Meltan) "Cadbury World" peogwir...

  • VA BEAJ EN ARC'HANTINA (Pauline Kerskaven, II)

    15 novembre 2011 ( #Teuliadoù )

    BUENOS AIRES Erruet on e Buenos Aires d'an 21 a viz Gwengolo, ha ne oa ket brav an amzer ! « Hace frio ! » a vefe tu lavarout e spagnoleg. Kêr-benn Bro-Arc'hantina eo Buenos Aires, bras-tre eo gant meur a garter. Amañ ne vez ket komzet eus straedoù pe...

  • AR VREUDEUR MORVAN, UN TAOL DEUET !

    30 mars 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    E-pad ar film... Pep hini en e blas, er gaoz evel er c'han... Dec'h e oa ar vreudeur Morvan ganeomp evit diskouez ar film "e skeud kanañ" (Jérémy Véron, France 3) hag evit kontañ kaoz gant hor skolajidi 4re ha 3de klas. Tremenet eo eus ar c'hentañ. Un...

  • DEGOUEZHIOÙ ANKENIUS HA TUIOÙ FALL

    07 novembre 2010 ( #Teuliadoù )

    3de klas : un degouezh ankenius Er c'hentelioù arzoù e oa bet kinniget d'ar skolajidi 3de klas labourat war an dodenn da-heul : kinnigit un den en un degouezh ankenius, ha savit meur a skeudenn, deoc'h da aozañ un heuliad darvoudoù. Ret e oa kinnig skeudennoù...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>