Deuet eo skipailh France 3 da atersiñ ar skipailh hag ar skolajidi 6vet diwar-benn an distro-skol. Setu al liamm:https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/programmes/france-3_bretagne_jt-local-12-13-an-taol-lagad?id=3819091 Distro-skol ar c'hwec'hvedidi...
Degemeret 'oa bet dec'h holl skolidi CM1 ha CM2 eus skolioù Kemper ha Plogastell. Brav an amzer hag an aergelc'h !
Un nebeud kenskriverien sorab a zo ganeomp en hunva ar sizhun-mañ. Dilun paseet, e fin ar c’hentelioù, o deus bet tro d’ober c’hoarioù anaoudegezh aozet ha kaset gant Malou, skolajiadez e trede klas. Ha da noz, e-kerzh ar veilhadeg, o deus gellet kaout...
Enskrivadur er skolaj / Inscription au collège Liamm evit ar vrezhonegerien : https://www.diwan.bzh/br/inscription-scolaire Lien pour les parents non-bretonnants : https://www.diwan.bzh/fr/inscription-scolaire Evit kaout resisadurioù deuit e darempred...
Abaoe 2016, klask a ra gouel etrekeltiek an Oriant krouiñ liammoù etre arzourien ampart hag a-vicher ha sonerien yaouank ar vro. Setu penaos eo bet savet ar meizat « New Leurenn ». E 2018 e oa bet kinniget da Jonathan Dour, violonour ha violoñselour brudet,...
Kemennadenn diwar-benn hunva ar skolaj Kerent ker, Gouezet hon eus n’eus ket pell zo ‘vo lakaet un termen d’ar c’henemglev etre Ulamir ar Goaien ha Ti-kêr Plogastell-Sant-Jermen e miz Gouere 2019. Fellout a ra dezho degemer un aozadur all (L’Atelier CEAPC)...
Salud deoc’h, Chom a ra c'hoazh un nebeut devezhioù evit sevel ur video berr evit kinnig ho micher evit forom an heñchañ (betek dimerc’her !) Klask a reomp: - Klañvdiour.ez - Pesketour.ez - Magour.ez - Keginer.ez - Alvokad.ez - Ijinour.ez - Arzour.ez...
Ar 6veidi o kalonekaat Alvan hag Ahez er c'hentelioù Brezhoneg ! Respontet o deus Alvan hag Ahez d'un SMS kaset gant Marine Gloaguen. Deuet eo brav ganto en Eurovision dirak 15 000 den e Torino ha war-dro 200 milion a dud dirak o skramm! Pennad skrivet...
Videoioù zo war Internet diwar-benn degemer Palestiniz er skolaj, ha berzh 'ra !
Daou skolajiad a zo deuet gant o diabolo da ziskouez deomp ar pezh a ouiont ober. Souezhus ha bamus e oa! Gant o aotre hon eus gellet ivez klask lakaat an diabolo da lammat ! ;)
D'ar Yaou 23/11 e oa bet Sarah, Lucia, Brewal ha Neven o kemer perzh e abadenn Brezhoweb "C'hoari ha deskiñ". O c'henseurted 3de a oa chomet evel arvestidi. Gourc'hemennoù da Lucia a zo bet trec'h ! Pennad an Telegram
Evit ur wech ez eus galleg war ar blog. Evit mad ar skolaj ez eo !
Disadorn mintin e oa Emvod meur ar skolaj. Trugarez d'ar re 'zo deuet ! Graet zo bet bilañs ar bloavezh-skol tremenet gant prezidant ar skolaj: Thierry Goudédranche.
Digwener 'oa bet gouel ar skolaj. Kaniñ, seniñ ha dañsal, plijadur zo bet. Trugarez d'an holl dud a youl vat o deus sikouret evit aozañ ar fest.
"Ar Morgaouled Didruez" strollad c'hoariva lise Diwan Karaez a zo deuet dec'h da ziskouez deomp o fezh-c'hoari diwar-benn ar forbann Fontanella, lesanvet ar Bleiz. Danvez komedianed a-vicher a oa war al leurenn! Gourc'hemennoù dezho!
Beilhadegoù a vez aozet bep sizhun gant ar gasourien en Enez Tudi. Ul Lun war zaou evit ar 5veidi / 6veidi hag ur Yaou war zaou evit ar 4reidi / 3deidi. C'hoari al Laz Soner, an Den Bleiz ha leun a reoù all c'hoazh a vez graet.
Tresadenn / Dessin : Gaid Le Marc 3de klas - Kartenn hetoù.pdf Skolaj Diwan Jakez Riou Nicolas Le Bihan, Prezidant, Erwan ar Berr, Rener, ha skipailh skolaj Diwan Jakez Riou a zo laouen o hetiñ deoc’h ur bloavezh 2017 laouen. Nicolas Le Bihan, Président,...
Pegen aes e oa da skipailh TV Diwan Penharz dont war al leurenn evit c'hoari ur sketch gant Erell deuet da vezañ Charlotte Gainsbourg ! Ha da c'houde o tisplegañ d'ar sal penaos o doa graet evit ar skeudennoù, ar sketchoù, an atersadennoù ... Plijet-tre...
Dirak ar c'hlasad pevareidi Evit ober al liamm etre an heuliad testennoù c'hoariva hag hini testennoù barzhoniezh Breizh a studiomp e galleg he deus Erell degaset he zelenn (hag evit pleustriñ gant telennourezed all a-benn prientiñ an tonioù a vo sonet...
Pleustradeg gant 6vedidi ha 5vedidi hiziv. D'ar sul 12 a viz Here da 4.00 g.m. en iliz Sant-Vazhev e Kemper e vo ur ganadeg gant Mouezh Paotred Breizh hag ul lodenn eus hor skolajidi. Danvez un abadenn blijus a yelo ar gounid anezhi d'hor skolaj ! Dindan...
Bodadeg a oa hiziv e Skolaj Max Jacob da zisplegañ mont war-raok al labourioù bras a zo boulc’het da adneveziñ ar c’harter. War an tres kevret e c’hellit gwelout ar c’hemmoù bras a c’hoarvezo er mizioù o tont. Kendioù dispennet, savadurioù nevez krennoc’h...
Deuet eo Mai Ewen div wech da welout ar re 6 vet, ur wech e Koadloc'h, nepell diouzh loj ar saboterien evit displegañ penaos he doa savet he romant : hedadoù Mai Ewen a laboure kredapl er c'hoad-mañ, ha pa oa bihan e oa ur saboter a bromete dezhi botoù...
Dimeurzh vintin e oa bet bodet skolidi, skolajidi, studierien Kelenn, kelennerien hag implijidi all evit luc'hskeudenn an distro-skol. Evit an 250 bennak a dud-se e teuio buan Kampus Diwan Penharz da vezañ re vihan. En displegañ o deus graet tud Diwan...