Ul leurenn a-dreñv hon eus bet evit hon atalier c'hoariva. Pegen plijusoc'h eo c'hoari gant an dra-se! Trugarez vras d'ar gevredigezh C'hoariva evit ar pennad!
Kaoz zo bet eus ar skolaj en abadenn Taol lagad (6/12/19) (war-lerc'h an eil munutenn) Pennad an UJAP Pennad an Telegram
En distro-skol eo bet graet gourfenn an tournamant tennis-taol. Jean (5vet Gwalarn) vs Tilio (6vet Gwalarn) ha Bryn (4re Mervent) vs Erwan (evit skipailh ar skolaj). "Stignet" a-walc'h e oa ar c'hrogadoù hag an arvesterien a oa dirollet ;) Sellit amañ...
Dimeurzh 'oa bet degemer 9 den kozh eus Bro Vigoudenn. Savet 'oa bet goulennoù gant ar skolajidi 3de evit goût penaos o doa bevet o yaouankiz ha tout ar cheñchamantoù bas a oa bet er gevredigezh er bloavezhioù 50 ha 60. Un digarez brav evit lakaat tud...
Hiziv eo deuet kerent, skolajidi hag izili skipailh hor skolaj da zastum avaloù e gwerjez ar Belon. Gwerzhet e vo jug avaloù a-drugarez d'an dastumadeg gant ar C'huzul-skoazell.
Deuet 'oa ur bern liseidi, kerent ha kelennerien evit lid an diplomoù breved. Ur mare plijus 'vat, an digarez 'oa evit adkavout mignoned strewet e meur a lise. Disoc'hoù brav zo bet ! Gourc'hemennoù d'an holl !
" Mortelle Adèle " est une des séries de bandes dessinées les plus lues en France. Les deux premiers tomes viennent d'être traduits et édités en breton par des élèves du collège Diwan Jake... C'est la bande dessinée la plus vendue en France et désormais...
Hetiñ a ra deoc’h skipailh skolaj Diwan Jakez Riou ur bloavezh mat e 2021. Tresadenn : Célia (3de klas) Ur sklêrijenn war porzh ar skolaj !
Ur pennad kelaouiñ zo bet war Frañs 3 diwar-benn hor stourm. Pennad ar Ouest Frañs Prezidant rannvro Breizh en deus skrivet d'ar ministr. Skolajidi eus skolaj Jakez Riou o deus tremenet an arnodenn skiantoù e brezhoneg daoust d'ar riskl ne vefe ket difaziet...
Emañ an dredeidi kastilhanegerien en Euskal Herria 'ba Arrasate e kichen Donosti. Tro o deus bet da weladenniñ Gernica.
Ur skipailhig tud a youl vat 'oa deuet hiziv evit livañ ar mogerioù dindan ar bratell. Propoc'h 'vo evit fest ar skolaj !
Bet omp bet o kerzhout 17km. Graet hon eus un ehan en ur gêriadenn evit diskuizhañ ha c'hoariñ "polotenn euskarat". Pikniket hon eus en ur gêriadenn all e-lec'h ma oa fest ar skolioù. Plijadur hon eus bet gant ar c'hanon spoum! Diouzh an noz hon eus dañset...
"Unan, daou, tri , HEOL" a zo bet c'hoariet en oaled. Den bleiz 'zo bet c'hoariet e-pad beilhadeg an dredeidi kaset gant Etienne.
Aozet eo bet ar Boom Nedeleg d'ar yaou a-raok ar vakañsoù gant an tem "Chic ha cheuc'h". Ar skolajidi o deus da ñset ha c'hoariet gant ar c'hoari "Just Dance". Dreist e oa an aergelc'h ! Echuet o deus an nozvezh o c'hoari "limbo" gant skipailh an hun...
Digwener tremenet 'oa bet aozet un devezh dudi gant departamant Penn-ar Bed evit reiñ lañs d'ar brezhoneg. Kemeret 'oa bet perzh gant hor skolajidi 3de. Anna ha Nerin o deus graet berzh ivez da vare ar fest-noz.
Kaset 'oa bet an holl skolajidi en Dachenn wenn o sellet ouzh ar pezh c'hoari Traezh gwaremm. Plijadur zo bet o welet Ninnog, Marine, Erwen ha Mar war al leurenn !
Kemeret zo bet perzh er genskrivadeg "galv ar poloù" gant skolajidi 3de. Video savet gant skolajidi 3de klas evit kemer perzh er genskrivadeg "galv ar poloù"
" Œuvrons pour que les droits humains soient proclamés dans l'espace public " a déclaré ce matin Max Relouzat, président de l'association " Mémoire des esclavages " au cours de la cérémonie... Une cérémonie plus intime que d'ordinaire, contexte sanitaire...
Dec'h vintin e oa aet kuit hol latinegourien 4re ha 3de da vro Saoz. Tapet ez eus bet un tamm dale ganto, met tremen a ra mat pep tra. Skeudennoù all a vo ouzhpennet a-hed ar sizhunvezh.
Digwener 'oa bet stummet ar skipailh a bezh evit deskiñ penaos lazhañ tan en un doare efedus. Tri seurt mouger-tan zo er skolaj ha ret eo goût pe hini zo ar gwellañ d'ober gantañ pa grog an tan. Pleustret 'oa bet da heul ar gentel teorik.
Dec'h e oa ar boum Halloween en hunva ! Plijadur 'zo bet !
Dilun eo bet bodet an tiegezhioù adarre. Ul labour a-feson a zo bet kaset gant tiegezh Kerneud & Nadoz