Top articles

  • KAIAK E KREC'H GWENN !

    16 mai 2014 ( #Buhez ar skolaj )

    E-kerzh ar prantadoù D.K.S. en trede trimiziad e pleustr ar skolajidi 5vet klas war ar c'haiakiñ e Krec’h Gwenn. Mont war-eeun ne oa ket anat d’an holl e penn-kentañ, met a-drugarez da guzulioù Erwan ha Lionel (animatour chichant ar greizenn kaiakiñ)...

  • ABADENN KONTADENNOÙ GANT YVELINE MEHAT

    17 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Komzoù ha jestroù a-unan Deuet eo hiziv Yveline Méhat, konterez a vicher, da gontañ istorioù ha kontadennoù e galleg d'ar skolajidi 5vet ha 6vet klas. Mil aketus e oant o selaou anezhi ha laouen ivez o kemer perzh en ur gontañ hag en ur ganañ ganti! Gant...

  • KROSS 2011 AR SKOLAJ

    24 octobre 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Gaëlle, da vat gant he displegadur ! Diriaou goude merenn e oa bet dalc'het kross ar skolaj war dachenn ar Gornigell war c'hlann zehou Stêr-Oded. Un tamm baleadeg da vont di kement hag embreger un tamm. Pep tra a oa bet prientet mat hag a zo tremenet...

  • KROASHENT MICHERIOÙ DIWAN 2011

    22 février 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    D'ar 14 a viz C'hwevrer o deus an holl 3deidi kaset an devezh a-bezh e Karaez, ha leun-chouk roll-amzer an devezh. Diouzh ar mintin o deus gellet dizoloiñ lise Diwan Karaez, al lise hollvrezhonek nemetañ a zo e Breizh. Degemeret hag ambrouget int bet...

  • BOESTOÙ-NEIZHIAÑ EVIT AR C'HAOUENNED BIHAN

    31 janvier 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Amañ skolajidi 5ved Melen a-zevri ganti Ar 5vedidi o deus savet boestoù-neizhiañ evit ar c'haouenned bihan. Gant Mathieu hon eus savet anezho. E tekno e oa. Ret e oa ober strolladoù daou pe dri. Me 'oa gant Yohanna hag Enora. Evit sevel ar boestoù-neizhiañ...

  • C'HOARIVA : A-BENN DIRIAOU

    14 juin 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Mousc'hoarzhioù 5vedadezed... A-benn diriaou e sal Ti an Holl Penharz adalek 8.15 diouzh an noz e vo c'hoariet labour ar bloaz gant klasadoù ar skolaj. Kroget e vo gant labour ar re 6vet (Avaloù Vleago ha Yann e zaou wenneg, kontadennoù hengounel a Vreizh...

  • Gouel 10 vloaz Skolaj Diwan Jakez Riou

    06 juillet 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    PREZEGENN 10 VLOAZ SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU Un devezh gouel eo hiziv, gouel 10 vloaz hor skolaj Diwan, Skolaj Diwan Jakez Riou. Gouel un embregadeg tud evit skoliata tud. Gouel kelennerien, kasourien, implijidi melestradurezh, implijidi ratreañ ha kempenn,...

  • Eskemm Arizmendi-Jakez Riou

    17 mars 2007 ( #Teuliadoù )

    Just a-raok distro Euskariz d'o bro Evel bep bloaz ez eus bet degemeret ur strollad Euskariz ganeomp. Evit ar 6vet gwech ez eus un eskemm gant ar strollad ikastolaoù Arizmendi eus Arrasate ha tro-war-dro e proviñs Gipuzkoa. Graet eo an eskemm evit an...

  • "POINT DE VUE" HA SAVBOENT

    11 juin 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    GOUEL TREIZHERIEN SOÑJOÙ 2011 E LAZ Dec'h e oa dalc'het ar gouel e sal-dañs ar "Point de vue". C'hwec'h-kant bennak a berzhidi, adalek bugale skol-vamm betek tud-kozh. Deuet e oa 5vedidi ar skolaj o deus pleustret war ar c'hoariva hag ar c'hontadennoù,...

  • ERWAN

    12 décembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Ur gonterez a zoare, plijet o taremprediñ ar re yaouank, eo ivez Soazig Daniellou Digwener e oa bet Soazig Daniellou er skolaj o tiskouez d'hor pempvedidi Erwan, un teulfilm graet ganti evit Frañs 3 diwar-benn Erwan Konk bet skolajiad er Releg ha lisead...

  • CLAP A L'OUEST : SKOLAJIDI KEMPER MENNET !

    02 juin 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    An abadenn e Tregon Daou glasad 4re hor skolaj a oa bet diriaou e Tregon evit gwelout filmoù 14 skolaj ha lise all eus Penn ar Bed. Filmoù faltazi dreist-holl, filmoù spont ha klipoù video gant sonerezh Tryo. Plijus e oa gwelout Bob Simon war ar skramm...

  • ARREBEURI EVIT DIWAN

    06 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    O tiskargañ dindan ar bratell Disadorn vintin e oa bet penn-devezh kenskoazell evit sammañ arrebeuri, taolioù, kadorioù, burevioù e lise Kerne. Kinniget e oa bet kement-se deomp gant al lise a zo oc'h adneveziñ ul lodenn eus o savadurioù hag eus an arrebeuri...

  • Mich Beyer, priz Langleiz

    31 octobre 2008 ( #Teuliadoù )

    A gleiz da zehou : Mich Beyer, Yann-Fulub Dupuy ha Herve Latimier En dibenn-sizhun tremenet e oa bet roet priz Langleiz e Gouel Levrioù Karaez da Vich Beyer evit he romant "Etrezek an enez". Ur romant leun a esmae, a from hag a gizidigezh... Goude skridvarnadenn...

  • O prientiñ gouel ar skolaj...

    23 juin 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Lucy, a-zevri ganti ! Hiziv eo deuet an arzourez, Lucy Morrow, da zanzen gouel ar skolaj gant hor skolajidi. Dre zidroc'hañ ha pegañ o deus gant degadoù a zremmoù aozet dremm ar skolaj. Tamm ha tamm e vez graet e voulom da Ziwan ! Labour a-stroll, pa...

  • AR VREUDEUR MORVAN ER SKOLAJ

    08 juillet 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar blijadur hon eus bet da zegemer ar vreudeur Morvan, deuet da gontañ kaoz diwar-benn ar film "e-skeud kanañ" ha diwar-benn o buhez dre vras. Ur c'hendiviz a-zoare a zo bet gant ar 5vet klas. Goulennoù dedennus, c'hoant daremprediñ a bep tu... Ha ne...

  • MERENN-VIHAN NEDELEG 2012

    22 décembre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Kinklet e oa bet trepas ar salioù-klas. Gouelioù laouen, delioù gwez, beajoù, oberennoù arzel... A-hed an endervezh e oa bet aozet krampouezh dindan ar bratell hag adalek 5 eur e oa degemeret ar familhoù. Stand ar c'huzul-skoazell, gweladenn d'ar c'hlasoù...

  • SKOLAJIDI ER SINEMA

    09 avril 2011 ( #Buhez ar skolaj )

    Setu degouezhet fin bloavezh « Collège au cinéma » evit ar re 4re. Gwelet hon eus tri film, unan dre drimiziad. An hini kentañ a oa ur gomedienn sokial « Les Apprentis », istor daou zen yaouank kollet un tamm hag o klask ur ster evit o buhez. Unan eus...

  • AR 7 ALC'HWEZ

    18 novembre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv eo bet Mikael Baudu o kinnig d'hon tredeidi danvez ur c'hoari skinwel nevez evit ar grennarded. Dre skipailh e vo dav digodañ, kaout penn da gevrinoù, tennañ gant ar wareg, sachañ war ar fun ha me 'oar... Kalz a dredeidi ha tredeadezed a zo bet...

  • ARRASATE 2010

    30 avril 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Pennadoù savet gant ar skolajidi diwar-benn hor beaj di eus ar 26 a viz Ebrel betek an eil a viz Mae Arrasate en noz, skeudenn gant Brendan Goude ur veaj hir ha skuizhus, omp bet degemeret a galon vat gant hor familhoù. Souezhus eo pegen digemerus eo...

  • BEAJ CHESTER 2009

    11 novembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar strollad pe ul lodenn kentoc'h war an uhel e Oxford. Olifanted a-gevret. Arouez zoo Chester. Yohanna e bro ar marmouzed bras. O tont 'maez eus an ti lec'h ma oa bet ganet William Shakespeare. Ha piv c'hallfe bezañ ? Johanne Shakespeare, marteze ! Hon...

  • Gweladenn an 3de klas e Mirdi Arzoù-kaer Kemper

    04 avril 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    D'ar Gwener 3 a viz Ebrel eo bet kaset ar c'hlasad 3de da sellout ouzh an diskouezadeg « Gauguin – La Vision du sermon » a vez kinniget er mare-mañ e Mirdi Arzoù-kaer Kemper. Un diskouezadeg a bouez bras eo e meur a geñver : ne oa ket distro an daolenn-se...

  • WEBNOZ E TI AR VRO KEMPER

    30 octobre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Abadenn ar yaou 23 a viz Here 2008 Pedet e oamp bet teir sizhun 'zo gant Lionel Buannic da gemer perzh e Webnoz : "Mat e vefe deomp kaout yaouankizoù gouest da seniñ, ha tud o kinnig levrioù ha pladennoù". Gousperoù ar raned mod nevez ! Asantet o doa...

  • PAINTBALL E BREZHONEG E PLUGUEN

    28 janvier 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    A-benn disadorn kentañ, 30 a viz Genver eta, e vo c'hoariet ur frapad paintball e brezhoneg war an dachenn e-tal aerborzh Pluguen. Skipailh Jakez Riou a dalo ouzh hini lise Diwan er c'hoarioù filmet-se bet ijinet gant Mikael Baudu. C'hoarioù dreveziñ...

  • Kanerezed ar skolaj : penaos bezañ prest e Pondi ?

    20 mars 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Deuet e oa Gi Penseg dilun evit lakaat ar strollad kanerezed da bleustriñ. Penaos kanañ gwelloc'h ar gavotenn ? En em lakaat e-barzh, kaout plijadur o kanañ, fiñval, reiñ nerzh : setu danvez ar pezh a zo bet lavaret gant Gi, a gan alies an heuliad a zo...

  • War dreuzoù ar bloaz nevez...

    28 décembre 2007 ( #Teuliadoù )

    Prest evit ar gouelioù ! Un tammig sell dre skeudennoù war diwezh 2007. Pedet e oa bet skolajidi Diwan gant klub mell-droad an Oriant da vont da welout ar c’hrogad a-enep Sochaux. Ur match a-zoare ha 2 da 1 evit an Oriant ! Arvesterien a-zevri ganti !...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>