KROSS ER GORNIGELL
Bec'h de'i !
Dec'h e oa kross ar skolaj er Gornigell. Amzer vrav, plijadur, tro-spered a zoare ha kenskoazell etre an dud ! Tro hor bo da embann an disoc'hoù goude ar vakañsoù ha da enoriñ ar re o deus redet ar gwellañ. Trugarez da C'haëlle ha da Erwan da vezañ aozet an abadenn !
Trugarez da Aude Moalic evit ar skeudennoù, skeudennoù all a c'hellit kas dre bostel d'ar skolaj evit ma vint embannet war ar blog.
Luskañ ha war-lerc'h... padout !
Arvesterien aketus !