HPOTTER
                                                                                                                                    

 

Lennet am boa Harry Potter e galleg pa oan bihanoc’h, plijet-tre oan bet gant an istor. Ma levr muiañ-karet eo. Lennet ‘m eus 7 gwech pep levr neuze e ouzon an istor dre eñvor. Laouen on bet pa ‘m eus gouezet e vefe eus Harry Potter e brezhoneg. Al levr kentañ eo ‘m eus lennet e brezhoneg evit ar blijadur ha reiñ a ra c’hoant lenn muioc’h e brezhoneg. Peogwir e ouien mat an istor dija eo bet aes din kompren ha plijus da lenn. Gwelet ‘m eus penaos e veze tu da c’hoari gant ar gerioù e brezhoneg. Ha pegen disheñvel eo ar mod sevel frazennoù e brezhoneg hag e galleg. Plijet-tre on bet gant al levr, met da'm soñj eo gwelloc’h ha dedennusoc’h, evit an dud o kregiñ gant ar brezhoneg pe evit tud ma oad, lenn ur wech kentañ Harry Potter e galleg evit tapout mat an istor, ha goude lenn e brezhoneg. Kavet ‘m eus e oa ar frazennoù un tammig hir ha diaes a-wechoù. E-keñver an istor eo ar memes hini hag e galleg, nemet eo bet cheñchet anvioù an tudennoù hag al lec’hioù a-wechoù, met ar brezhoneg en deus digaset din ur sell disheñvel war an istor, kavout a ran ez a mat bed ar sorserien gant ar brezhoneg.

 

Lavaret a ran d’an holl lenn al levr-se peogwir eo plijus an istor hag e vo mat ivez evit pinvidikaat o brezhoneg. Bremañ e vo ret treiñ ar filmoù e brezhoneg ivez ! Hag emichañs e teuio buan al levr daou !

 

Maïna     

 

 

Degemer