Top articles

  • DAOUST D'AN DISOC'H...

    30 janvier 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    A-raok lañsañ... Daoust d'an disoc'h evidomp ez eus bet ur frapad brav hiziv war dachenn Paintball Pluguen. Eya, kollet o deus hor skolajidi galonek, trec'het gant liseidi muioc'h arroutet egeto war pleustr ha strategiezh an tennañ bolotennoù pentur......

  • Kaelig gerioù-kroaz

    12 novembre 2008 ( #Teuliadoù )

    Amañ dindan ur gael dizu prientet gant Tangui 6ved Melen. Roet e vo an disoc'h en ur vlogadenn bennak da zont. A-blaen : I - Kasaus, hegazus, kontrol d'ar c'hoant. II - Da saludiñ Kaezar. III - Div evit bale. A-serzh : 1 - Brav eo al loar ... ar stered...

  • AN TRAOÙ BOUTIN HA DISHEÑVEL ETRE BRO-EUSKAL HA BREIZH

    08 mai 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Dirak Mirdi ar Peoc'h e Gernika /Testeni ur skolajiadez goude ar veaj da Vro-Euskal/ ---------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------- N’eus ket pell’zo on bet, gant...

  • TIEZ-PORZH JAKEZ RIOU HA KELENN

    22 octobre 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    E pennad dibenn miz Eost e skrived edo krog al labourioù sevel ti war ar porzh. Gwelout a reer amañ eo peuzechu an ti kentañ-se a-fet diavaezoù hag emañ bremañ an dud a vicher o labourat en diabarzh. Krog eo ivez al labourioù war an eil ti, hini KELENN,...

  • KROASHENT DIWAN AR MICHERIOÙ 2012

    03 février 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec'h goude merenn e oa Kroashent ar Micherioù e leurenn Glenmor Karaez. Ur pezh prientadur kaset da benn vat gant Erwan ar Berr gant skoazell Yvette ha sikour meur a hini c'hoazh. Daou-ugent micher bennak renket dre rummadoù. Ur pezh chañs gellout mont...

  • UN DRA HEVERK EM DAREMPRED GANT BRO-EUSKADI

    11 mai 2011 ( #Teuliadoù )

    Donostia, Enez Santa-Clara diwar krec'h Menez Urgull Ma'z eus un dra bennak am eus kavet disheñvel-kenañ etre Breizh ha Bro-Euskadi eo an darempred a zo etre an dud hag o doare bevañ. Amañ, e Breizh, diouzh an noz e chom kalz a dud en o ziez da sellout...

  • 3de KLAS : LAND ART

    21 octobre 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Land Art, petra eo? Da lavarout buan an traoù, e talvez kement ha sevel oberennoù arzel en diavaez. Krouet eo bet al luskad er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1960. Labourat a rae an arzourien gant danvezioù naturel (traezh, douar, koad, maen...). A-wel...

  • BOB E 6VED

    09 mars 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    N'eus ket liv an dristidigezh war o gorre Deuet eo Bob Simon meur a wech da Gemper evit deskiñ arz ar c'hoariva d'hor skolajidi ha bep bloaz e vez ar memes plijadur o parañ war dremmoù ar c'hoarierien nevez. Laouen o welout anezhañ o tiskouez dezho penaos...

  • STALIAÑ SAL AR SKIANTOÙ

    10 octobre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Er mintin-mañ eo bet boulc'het al labour da gaout ur sal skiantoù adnevezet. Tennet eo bet an arrebeuri kozh ha degaset ez eus bet re nevez. Er sizhunioù da zont e vo dalc'het ganti... Nevez-flamm-flimmin O vuzuliañ ervat... Trugarez d'ar gerent ha d'ar...

  • Tredeidi er Vro-Vask

    21 avril 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Degouezhet eo an ugent skolajiad gant o ambrougerien : Padrig ha Ninnog. Hir a veaj digudenn gant an tren hag ar c'harr-boutin. Er c'harr-boutin Er mintin-mañ e oa sirius ar gaoz ha dedennus-kenañ war-un-dro. Euskareg, stad ar yezh ha preder keñveriañ...

  • Beaj e MEDIOLANVM hag e VESUNNA

    23 octobre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Nann, va zud vat, n'eo ket ur strollad rock ! Liammañ yezh ha sevenadur. Setu a zo bet graet gant ur strollad latinegourien eus ar skolaj en ur veaj tri devezh aozet gant o c'helennerez Katalin ha Ronan, levraoueger er skolaj. Germanici arcus Studi ha...

  • Kizellañ e trede klas

    18 juin 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    A-hed ar bloavezh-skol ez eus bet savet a bep seurt traoù e-pad ar c'hentelioù arzoù ar gweled (sed aze an anv nevez, echu eo gant "arzoù-kaer"!). Evel-just eo a-bouez bezañ gouest da dresañ, da livañ, da anavezout un nebeud luskadoù arzoù hag anvioù...

  • LENN AR GOULENN

    03 décembre 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Trugarez da Varianne evit he skeudennoù ! Studiet eo bet "ar goulenn", un danevell gant Jakez Riou, e 3de Melen. O vezañ m'eo krog Radio Kerne da skignañ lennadennoù oberennoù lennegel abaoe ur pennad hon eus soñjet e vefe un dra vat lakaat skolajidi...

  • KEMENNADENN BAZH-TEST AN XVIIIvet KORRIKA

    03 avril 2013 ( #Buhez ar skolaj )

    Ur c'harrad-boutin a Vreizhiz a oa aet da Vro-Euskal da redek (skeudenn : Keleier ar Redadeg) Yezh vamm Yezh vamm a lavaromp peogwir omp ganet gant ar yezh. Ganet a lavaromp pa vezomp ganet gant hor mamm ha pa reomp anezhi mamm, ober boutin eo genel....

  • GALA 2012

    22 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Mathieu e barr e vrud... evezhiet a-dost, evelkent ! Dec'h e oa devezh ar gala. Tremenet brav an traoù. Krogadoù mell-droad skolajidi ha skipailh. Sulian, mestr war an dachenn ! Jeanne, lañs ganti ! Disklêriet e oa bet prizioù 2012 gant an dredeidi, gwisket...

  • E KÊR GANT HOR BREZHONEGEREZED SKOUERIUSAÑ

    21 juin 2012 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv omp bet oc'h ober un dro e kêr gant hor brezhonegerezed skoueriusañ. Degouezhout dindan ar glav. Merenn a-zoare er C'heili, un tamm tro d'an iliz-veur hag ur sell ouzh porzh ti an eskob. Un degouezh gleborek dirak ar C'heili... An dibenn-pred a...

  • PIV EO GURVAN ?

    12 janvier 2011 ( #Teuliadoù )

    Oberenn gant Pierre Péron Gurvan eo ar marc’heg a erru e ti Aziliz. Lesanvet 'vo « ar marc’heg estrañjour » rak den ne oar netra diwar e benn, den ne oar piv eo. Met e gwirionez eo gwaz an intañvez Aziliz a gred eo marv he gwaz. Petra eo personelezh Gurvan,...

  • ADSKEUDENNOÙ BEAJ ARRASATE...

    06 juillet 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Bep ma lakaer urzh e kaver traoù manet dizimplij. Trugarez eta da Natacha, da Vaxime ha da Louise... Skeudennoù arzel tapet gant Louise e Donostia hag en Arrasate gozh Gernikako arbola, tapet gant Maxime Pep a dres eus kêr en dorn, prest da lañsañ Mirdi...

  • CHOKOLAD NEDELEG

    17 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Kelennerez ha diskiblez aketus... Paotred a-zevri ganti ! Evel gant ar bevareidi dimeurzh ez eus bet prientet hiziv gant ar skolajidi trede klas boestadoù chokolad a oa bet gourc'hemennet gant ar familhoù 6vet, 4re ha 3de klas un nebeud sizhunvezhioù...

  • Tv Diwan Penharz : kroget eo !

    20 mars 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Ar re bevare o deus kroget da labourat : tri strollad, unan gant Stephane Philippe evit gallout kinnig filmoù berr gant tresadennoù levezonet gant fotoioù niverel ar c'harter o cheñch penn, ur strollad all a ra labour kazetennerien gant atersadennoù berr...

  • Alebrijes : Beaj e straedoù Mec'hiko

    12 mars 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Pep hini a-zevri ganti Goude Ecuador gant Riobamba ha kêrioù Indian tro-dro, setu tro Mec'hiko da vezañ dizoloet gant ar skolajidi. Krista Rios, liseadez Diwan ar bloaz paseet a zo bet tri miz e Mec'hiko evit ober anaoudegezh gant bugale a vev er straedoù....

  • AR PLOMARC'H

    25 novembre 2010 ( #Teuliadoù )

    Taolennit ul lec'h ma plij deoc'h mont da bourmen - 4re klas Ar Plomarc'h, gant Loeiza ar beolioù garum Torc'hwenial er fank, nag un ebat ! Tiez adkempennet 'Vont ganit, troad ar c'herzher tamm ne skuizh... Maez ha mor... Bae Douarnenez Ar Plomarc'h a...

  • KLOZAÑ GANT AR BLOAVEZH-SKOL...

    06 juillet 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    War ziwezh ar bloavezh-skol e oa bet abadennoù plijadur kent kimiadiñ diouzh an dredeidi ha lavarout kenavo an distro-skol d'ar re all. Gala ar skolaj D'al Lun 21 a viz Mezheven e oa bet dalc'het. Krogad mell-droad skipailh ouzh skolajidi. Skipailh, trec'h...

  • REDADEG 2010 A VANALEG DA BONT-'N-ABAD

    25 mai 2010 ( #Buhez ar skolaj )

    Amañ dindan skeudennoù tennet eus lec'hienn ar Redadeg. Evit eñvoriñ ul lodenn eus ar pezh hon eus kemeret perzh ennañ. Anat ez eus traoù all a denn da engouestladur hor skolaj er redadeg ha n'emaint ket amañ. Mar fell da atebeien tennadoù-hent all o...

  • GWASTELL LIZA

    03 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    An istrenn hag ar vreutaerien. Gant piv e yelo an tamm ? Me 'zo sot gant ur wastell anvet : "gwastell sukr-teuz-chokolad". Me eo am eus roet an anv-se dezhi, peogwir ne oa anv ebet dezhi pa oa bet roet deomp ar rekipe. Un tammig hir eo ober anezhi, un...

<< < 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 30 > >>