DAOUST D'AN DISOC'H...
A-raok lañsañ...
Daoust d'an disoc'h evidomp ez eus bet ur frapad brav hiziv war dachenn Paintball Pluguen. Eya, kollet o deus hor skolajidi galonek, trec'het gant liseidi muioc'h arroutet egeto war pleustr ha strategiezh an tennañ bolotennoù pentur... Tremenet eo brav an abadenn en ur spered a geneiliezh hag a blijadur. Teir abadenn paintball a zo bet, emgann a-skipailhoù, kabiten prizoniet hag emgann-daou evit echuiñ, bourraplted a zo bet ivez gant ar c'hoarioù goulennoù, douaroniezh hag urzhiataerezh ar wech-mañ, rampo skolajidi ha liseidi, hag an divinout kanaouennoù mouskanet an tonioù anezho pe c'hoazh lavarout piv eus ar berzhidi a oa treset gant ur strinkerez liv war banelloù.
Laouen e vimp o heuliañ ar frapadoù da heul-se pa zeuint er-maez war ar skrammoù.
Displegadennoù mestr ar choari, Mikael Baudu
Ouzhpenn skipailh liseidi Diwan Karaez (gourc'hemennoù dezho !) eo ar spered sport hag ar brezhoneg evit ar blijadur a zo bet trec'h hiziv !
(Evel m'hon eus lavaret c'hoazh e vimp laouen oc'h ouzhpennañ ho skeudennoù ouzh hor re. Kasit ho re wellañ d'ar skolaj eta.)
Setu, trugarez da Odile evit ar skeudennoù amañ dindan.
Brezel ar bardelloù difenn...
Distro ar re gadarn...
Once upon a time in the west ... Morituri te salutant !