Ar re bevare o deus kroget da labourat : tri strollad, unan gant Stephane Philippe evit gallout kinnig filmoù berr gant tresadennoù levezonet gant fotoioù niverel ar c'harter o cheñch penn, ur strollad all a ra labour kazetennerien gant atersadennoù berr (kroget o deus dija gant Andre Calvez ha Rachid Ben Rahal). Krouet e vo filmoù berr gant ur strollad all, doare "Ken Tuch", war bank ar porzh. Setu Amelie o filmañ Yuna hag Helena : penaos kas ul lizher d'he muiañ karet ? Diskouezet e vo o labour war Internet war ul lec'hienn nevez anvet "tv diwan Penharz" 'benn ur mizvezh, pa vo echu al labour krouiñ-mañ. Kelaouet e voc'h e koulz, rit ket bil !
Un aergelc'h a-feson a oa er boum dec'h da noz etre ar re bevare, ar re drede hag o c'henskriverienezed sorab.
Fentlinenn
865
…
Un nozvezh divoutin o deus bevet dec'h da noz ar c'hwec'hvedidi hag ar bemvedidi ! Kemeret o deus perzh e c'hoarioù enlinenn e brezhoneg penn-da-benn asambles gant skolaj Diwan Sant-Ervlan ha brezhonegerienezed all er bed ! Ur C'hwiz...