Amañ dindan skeudennoù tennet eus lec'hienn ar Redadeg. Evit eñvoriñ ul lodenn eus ar pezh hon eus kemeret perzh ennañ. Anat ez eus traoù all a denn da engouestladur hor skolaj er redadeg ha n'emaint ket amañ. Mar fell da atebeien tennadoù-hent all o lakaat, degemer mat dezho ! Trugarez vras bepred d'an holl re o deus glebiet o mailhurennoù !

 

Foto 007

 

Tangi evit Ti ar Vro Kemper, Hoel en e gichen

 

DSCI1082.JPG

An dimezell Yuna, gant he Dimezell, war-lerc'h ar striv !

 

Foto 008

 

Manu ne ouie dare ken hag evit ar radio pe ar skinwel e oa o labourat...

 

Foto 028

 

Philippe, d'ar red !

 

Foto 033

 

Dominique, reder feal hag asur !

 

Foto 035

 

Na kaer kaout disheol er c'harr-samm !

 

Foto 045

 

Naig da vat o reiñ he lusk !

 

Foto 049

 

Camille, mousc'hoarzhus, o terc'hel krog ar brezhoneg !

 

Foto 055

 

Théo, lañs gantañ evit Div Yezh !

 

Foto 061

 

Eloïse, stad enni hag ennomp, evit Diwan Kemper !

 

Foto 080

 

Gourc'hemennoù d'ar bomperien !

 

Foto 093

 

Lors, ambrouger mousc'hoarzhus hag efedus !

 

Foto 106

 

Ludu gris. Sylvain a zalc'h war e lañs hag a zoug ar vazh en anv hor pevareidi !

Gourc'hemennoù !

 

Foto 110

 

Angélique, kuzulierez-kêr e Pluguen. A-dreñv dezhi Enora, Orea hag Aela  o tougen ar giton !

 

Foto 116

 

Pêr, kuzulier-kêr e Pluguen, reder ampart, da vat en e jeu !

 

 

Foto 120

 

Herve, mestr ar surentez. Gourc'hemennoù !

 

Foto 140

 

Ninnog, gant he merc'hed Mai ha Kiwa, a zo aet plaen betek penn o c'hilometr. Brav !

 

Foto 147!

 

Enor, enor d'ar 5ved Glas, da Louisa, Agathe, Maëlle, Eve (ha d'he mamm)... evit holl al labour o deus kaset da benn !

 

Foto 155

 

Enor ivez da dredeidi ha tredeadezed. Thomas stad ha startijenn ennañ !

 

Foto 161

 

Pouez krec'h a zo gant an hent. Dister dra evit ar 5ved Melen, Noe ouzh o c'has hardizh war-raok !

 

Foto 183

 

Piv a lavaro deomp na pet kilometr en deus redet Gael hep ober van a netra ? Gourc'hemennoù !

 

 

 

Degemer