AN TRAOÙ BOUTIN HA DISHEÑVEL ETRE BRO-EUSKAL HA BREIZH
Dirak Mirdi ar Peoc'h e Gernika
/Testeni ur skolajiadez goude ar veaj da Vro-Euskal/
----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
N’eus ket pell’zo on bet, gant ma c’hlasad, e Bro-Euskal. Kousket ‘m eus e ti ma c'henskriverez, gweladennet ‘m eus kêrioù ha mirdioù ha graet ‘m eus ur bern traoù all c’hoazh.
Met e-pad ar veaj-se em eus merzet poentoù boutin ha poentoù disheñvel etre Breizh hag Euskadi.
Merzet ‘m eus, da skouer, e oa disheñvel-tre ar gweledva e Euskadi. E Breizh eo plaen an douar, bez' emañ ar maezioù hag ar mor. E Euskadi n’eo ket tamm ebet ar memes tra, bez' emañ ar maezioù hag ar mor ivez met bez' ez eus ouzhpenn menezioù e pep lec’h. N’eus tamm douar plaen ebet, gwelet ‘vez eo boas an dud da gerzhout ur bern ha da bignat ha diskenn adarre hag adarre.
E-keñver ar boued hag an evajoù, emañ evel just ar merkoù etrevroadel evel Coca Cola, Snickers, Milka, Pringles, Chupa Chups, hag all hag all. Met bez' eus ur bern merkoù na vezont kavet nemet e Spagn, Kas Limon, Miño, brasilia nectar, da skouer. Evel e Breizh ez eus meuzioù dibar e Euskadi, da skouer Enpanada (ur seurt bara gant lemumaj e-barzh) ha biskotxo (ur wastell tamm-pe-damm evel ar wastell yaourt).
E-keñver an dilhad hag al livaj evit an dremm, e vez kavet ur bern ar memes merkoù hag e Frañs, H&M, Mango, Zara, Kiko hag a-wechoù memes merkoù gall evel Yves Rocher da skouer. Kavet ‘vez ivez merkoù eus Spagn evel Astor.
Bez' ez eus ur poent boutin d’an div vro, ar yezh hag ar stourm evit ar yezh eo. E Bro-Euskal e vez stourmet evit ar yezh ivez hag evit an dra-se en em gomprenomp mat gant hor c'henskriverien.
Ar sevenadur ivez a zo disheñvel-tre, e Euskadi e c’hell ar re yaouank chom er-maez pell diouzh an noz, an dud ne vezont ket trubuilhet gant o bugale a vez er-maez diouzh an noz hag an holl a anavez an holl.
Setu skouerioù eus poentoù boutin ha disheñvel etre an div vro, Breizh hag Euskadi. An daou zoare da bevañ a zo disheñvel-tre met plijus.
Nolwenn