War ziwezh ar bloavezh-skol e oa bet abadennoù plijadur kent kimiadiñ diouzh an dredeidi ha lavarout kenavo an distro-skol d'ar re all.

Gala ar skolaj

D'al Lun 21 a viz Mezheven e oa bet dalc'het. Krogad mell-droad skipailh ouzh skolajidi. Skipailh, trec'h ar wech-mañ. Frapad plijus-tre !

 

 

test 1530

 

 

Goude-se e oa bet roet prizioù a bep seurt a-berzh ar skolaj. Gwellañ skeudennoù beaj Arrasate, gwellañ skipailh ar penndevezhioù plijadur e brezhoneg, kalonekañ brezhonegerien ar skolaj ha da echuiñ disoc'hoù hirc'hortozet an AKED.

 

test 1533

 

Mat-tre, Hoel !


Goude koan e oa tro an dañsadeg, ar "boum" evel ma lavarer... Plijadur, imor vat ha skolajidi gwisket en o c'haerañ, evel m'hoc'h eus gwelet war ar skeudennoù !


 

test 1536

 

Kemend-all, Glen !

 

test 1537

 

Eus ar c'hentañ, Enora !

 

 

test 1541

DE-GE-ME-RET, NAG UN DISAMM !

 

AKED 2010

Evel bep bloaz eo bet tremenet an AKED (Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan) gant ar skolajidi 3de klas. War ar 151 skolajiad a zo e 3de klas skolajoù Diwan ar bloaz-mañ ez eus bet dereziet 143 anezho en arnodenn.

Setu amañ disoc'hoù hor skolajidi a zo bet degemeret holl :

Meneg mat-tre : Nollaig DIPODE, Thomas KERREC hag Amélie TOURNIER

Meneg mat : Quentin ALBERTS, Quentin BLEUZEN, Pierre COQUIN-BROCHARD, Salomé Le GALL, Sébastien Le ROUX, Eloïse LOUSSOUARN, Yuna MEYNIER hag Ewen SEZNEC

Meneg mat a-walc'h : Sounil CALVEZ, Joséphine FORICHER, Félicité GUILLO-LEAL, Louis Le GRAND, Erell LHOPITEAU, Lewellyn LOXQ-GUINGUENO, Yuna PUECH ha Louise RIOU

Degemeret : Brendan BACON GRALL, Rosane COATMEUR, Maxime COGNARD, Héléna DUCHAMPT, Lucy FERY-ROUANES ha Pierre MORVAN

Gourc'hemennoù dezho holl ha chañs vat 'vit o studioù !

 

 

Pred plijadur ar vrezhonegerien galonekañ

 

test 1539

 

Gourc'hemennoù d'hor brezhonegerien galonekañ !

 

D'ar Meurzh 22 e oa bet ambrouget gant Marine ha Sten al loreidi betek un ostaleri m'o doa gellet  lipat o muzelloù ha deskiñ c'hoari gant ar bizhierigoù  koad mod Bro-Sina. Un drugar an ton etre an dud hag un teuzar ar boued !

 

test 1542

 

Plijadur, evit ur wech, o lostenniñ...

 

test 1543

 

Stal digor a zo...

 

test 1544

 

Merenn vat ra vezo !

 

test 1545

 

A-zevri gant al lipouzerezh !

 

test 1546

 

Diskenn a ra, evit doare !

Degemer