Alebrijes : Beaj e straedoù Mec'hiko
Pep hini a-zevri ganti
Goude Ecuador gant Riobamba ha kêrioù Indian tro-dro, setu tro Mec'hiko da vezañ dizoloet gant ar skolajidi. Krista Rios, liseadez Diwan ar bloaz paseet a zo bet tri miz e Mec'hiko evit ober anaoudegezh gant bugale a vev er straedoù. Meur a dra he deus graet du-se : sikour krennarded drammet en ur c'hlañvdi, mont da glask boued evit familhoù Indian a c'houlenne groñs ur skol en o yezh abaoe 2 vloaz (chom a reont da gousket dirak ur savadur ofisiel evit diskouez int prest da vont betek penn), kejañ gant tud skol-veur Mec'hiko ...
Un arz poblek
Ha graet he deus meur a wech "alebrijes" gant ar vugale, er-maez, o tegas pep tra dezho war ar straed. An arz-mañ a zo mil anavezet gant tud Mec'hiko : bleud, dour, un orjalenn houarn ha paper kazetennoù, ha dao, setu poupinelloù, erevent, kezeg, naered, loened iskis ha liesliv ganet dindan bizied hor skolajidi Trugarez da Grista evit ar veaj-mañ. Pa oa pep hini o labourat, he deus kontet ur bern traoù dezho : un doare all da zeskiñ !
Keginerien evezhiek