KROASHENT DIWAN AR MICHERIOÙ 2012
Dec'h goude merenn e oa Kroashent ar Micherioù e leurenn Glenmor Karaez. Ur pezh prientadur kaset da benn vat gant Erwan ar Berr gant skoazell Yvette ha sikour meur a hini c'hoazh. Daou-ugent micher bennak renket dre rummadoù. Ur pezh chañs gellout mont e brezhoneg ouzh tud micherioù a bep seurt ganto ! Ur mell plijadur evit an dud gour oc'h adwelout hor skolajidi loc'het war hentoù bras ar vuhez ! Darempredoù frouezhus evit hon tredeidi ha piv 'oar ur fulenn a awen pe a c'hoant da vont war-zu micher pe vicher !
Trugarez vras d'ar re o deus aozet ha d'ar re o deus kemeret perzh !
Soazig evit micherioù ar yec'hed
Nolwenn, kanerez hag aktourez.
Malo, rener produet e Breizh
Alioù fur gant Kreizenn Titouriñ ha Heñchañ Karaez
Fulup, Erwan hag Olier ouzh kafe an degemer !
Fulup Jakez, Rener Ofis Publik ar Brezhoneg
Steven Guéguéniat, Rener Ouestélio
Lou ha Laetitia eus Radio Kerne
Dylan, war micherioù ar sport
Konogan, soner, war micherioù ar sonerezh
Muzisian ha muzisianezed...
Mael, kaner, muzisian, war micherioù ar son(erezh)
Anne-Sophie, bed an embann e brezhoneg
Philippe le Sauze, ijinouriezh ivez e brezhoneg...
Azenor, hor skolajiadez kent war hentoù meur ar skiantoù... Ober a ra plijadur !
Padrig, war micherioù ar c'heginerezh...
Loig, pennvreutaer, pouez ar c'hodoù meur dirazañ...
Laouen ivez oc'h adkavout Gael war micherioù ar moulerezh...
Guillaume-Lom, A Galon !
Mezegez, benveg Laenneg ganti !
Ur skiantourez uhel a Ziwan ivez...
Julien, kelaouenner skinwel
Annaig, skoazellerez sokial
Ouzh an eil taol, Joseph, ijinour war ar c'hirri-nij
Anna-Vari. Penaos dont da vezañ kelenner e Diwan ?
Sonia, obererezh arzel
Fulup, ijinour, skolajidi ouzh an daolenn-sturiañ...
Pep a veaj vat d'hor re yaouank !