LENN AR GOULENN
Trugarez da Varianne evit he skeudennoù !
Studiet eo bet "ar goulenn", un danevell gant Jakez Riou, e 3de Melen. O vezañ m'eo krog Radio Kerne da skignañ lennadennoù oberennoù lennegel abaoe ur pennad hon eus soñjet e vefe un dra vat lakaat skolajidi d'en ober. Lennet eo bet eta gant Tifenn (danevellerez), Eloïse (Mari Buorzh), Malo (Izidor), Meltan (kemener), Nolwenn (mamm Mari), Morvan (tad Mari), Erell (mamm Izidor), Gorwennal (ozhac'h ostaleri ar Vuzid) ha Tangi (Lorañs).
Gouzout kalonekaat !
Izidor, an inosant bras, a zo troet e benn gant komzoù flour Mari Buorzh, pennhêrez ar Gili. Hec'h eured gant Lorañs ar Gerdevez a oa tonket
da wall fin !
Deuet eo Lou ha Marianne Vaidie da enrollañ hor skolajidi hiziv, trugarez dezho, ha war selaou e vimp pa dremeno war ar radio a-benn ur pennad ac'hann. Gellet e vo podkastiñ an abadennoù, zoken !