Nozvezh Gala Jakez Riou.

Dilun, 18 a viz Mezheven, e oa nozvezh ar gala. Muzisianed ampart a zo bet klevet.

Un tammig c’hwezh ar vakañsoù a oa war ar porzh gant silzig ar mestr-keginer Olier war –dro ar Barbekue.

Stipet e oa ar yaouankizoù, muioc’hik ar merc’hed marteze… ha plijadur a zo bet o tañsal hag oc’h embann ar prizioù. Tremenet eo bet pep tra en imor vat ha war un ton plijus, un tammig melkonius zoken dre ma rae an dredeidi o c’himiad d’ar skolaj