kamiseta

Setu a-us ar pezh a zo bet moulet war ar mailhurennoù a zo bet profet deomp gant Euskariz. Evel gant ar c'houlzad 365 EGUN EUSKERAZ e talvez e c'heller ober gant ar brezhoneg bemdez. Ur gwir eo hag ur youl da dizhout ar gwirvoud-se ! Trugarez dezho !

 

SANY0035

 

Dec'h vintin e oa degouezhet abred-tre hor mignoned a Vro-Euskal gant ar c'harr-boutin. 25 skolajiad ha Pepe Arregi o c'helenner war ar galleg. Aet e oa ar mintinvezh o tebriñ lein da gentañ,  oc'h ober an digoroù, prezegennoù degemer ha profoù, kanaouennoù ha dañsoù, diaporama degemer diwar-benn Breizh aozet ha kinniget gant Tifenn, basket ha c'hoarioù hengounel war ar porzh, stal krampouezh gant Mari dindan ar bratell. Deuet e oa Jannick Yvon, kuzulierez-kêr, da hetiñ degemer mat a-berzh an ti-kêr.

 

SANY0019

 

 

SANY0020

SANY0024

 

IMGP3573

 

Prezegenn Pepe

 

IMGP3577

Hor skolajidi o kanañ libertad"

SANY0043

Zortzi orduko ekaitza, kelc'h sirkasian

 

SANY0053

Aurresku/dañs a enor

 

Deuet e oa ar yoc'hstlenn ivez, Ronan Larvor eus an Télégramme, Bernez Grall a Vleu Breizh-Izel hag Andre Calvez a Benhars Info.

 

SANY0025

Oc'h ober anaoudegezh

SANY0033

Bodadeg e kelc'h gant ar merc'hed

SANY0034

O vont d'ober ar paz kentañ emañ Veronica

 

Goude merenn e oamp aet da greiz-kêr war-droad, menez Fruji, iliz-veur, ar gêr gozh... Ur c'hoari ober anaoudegezh gant kreiz-kêr o doa d'ober dre skipailhoù, tennañ poltred pep strollad dirak lec'hioù pe savadurioù anavezet. Tremenet mat e oa pep tra en imor vat ha plijet an dud gant an darempredoù kentañ-mañ a bep tu.

SANY0059

 

War bont ar c'hap-korn

 

SANY0064

A venez Fruji d'an iliz-veur

 

iliz-veur.jpg

 

SANY0066

Degemer