Staj micher en un arnodlec'h mezegiezh
Digoradur
Graet am eus ma staj micher en un arnodlec'h dielfennerezh mezegel. Choazet am eus ober ma staj eno evit gouzout penaos e veze dielfennet ar gwad, hag-eñ e veze jedet gant an dorn evit kavout an disoc'hoù pe e veze graet gant an urzhiataer penn-da-benn. Plijet en defe din ivez ober ur staj en un arnodlec'h dour.
N'on ket chomet kalz en tu degemer-sekretourva, rak ne zedenne ket ac'hanon sellout ouzh an implijidi o plegañ paperioù, o pellgomz, pe c'hoazh o chom eurvezhioù-pad dirak an urzhiataer. Chom a raen kentoc'h en tu dielfennañ gant an deknikourien. N'em eus ket graet kalz a draoù rak n'em boa ket ar gwir da douchañ ar flaskoù, met sellout a raen ouzh ar pezh a veze graet ha sevel a raen goulennoù. Diskouezet ez eus bet din er mikroskop bakterioù kleñvedoù liesseurt, diskouezet eo bet din ivez ar gramm, strolladoù ar gwad, an antibiogramm, amprouennoù brazezded, ar mekanikoù...
An deknikourien a labour war plasma an dud, serom an dud, ha troazh an dud. Ral-a-wech e tielfennont evit al loened.
Ar micherioù disheñvel el laboratouer
- Biologour : Alies eo ar rener er memes tro. Ar c'hiriekañ hini eo, karget eo da sinañ ar paperioù ha da gemer an divizoù pouezus.
- Teknikourien : Tennañ a reont gwad digant an arvalien. Dielfennañ a reont ar flaskadoù.
Studioù d'ober : Bak S pe STL (teknologel) + 2 vloaz en IUT.
- Monedonerien : Kas a reont boestadoù flaskoù ha nadozioù d'an infirmiourezed ha degas flaskadoù gwad d'al laboratouer da vezañ dielfennet.
- Sekretourez : Ober a ra war-dro an degemer, ar paperioù hag ar pellgomz.
Ar mikroskop
Plijet on bet o sellout e-barzh ar mikroskop, gwelet am eus traoù souezhus. Diaes e veze din a wechoù kavout ar pezh a oa ret klask. N'em eus nemet hantergomprenet traoù 'zo (e-giz ar gramm pozitivel ha negativel).
Sal mikrobiologiezh
Ne vez implijet ar sal-mañ nemet gant ar biologour. Eno em eus sellet ouzh mont en-dro an antibiogramm. Servijout a ra an antibiogramm da c'houzout hag-eñ e ra an antibiotik roet d'un arval un efed war gleñved ar bakteri.
Mekanik a gas war-skuilh
Lakaet e vez flaskadoù gwad er mekanik. Treiñ a ra ar flaskadoù e-pad ur pemp munutenn bennak, betek ma vefe rannet ar plasma diouzh ar boulligoù-ruz. An deknikourien ne labouront nemet gant ar plasma. Neuze, evit rannañ ar plasma diouzh ar boulligoù-ruz e vez implijet ar mekanik-se evit ma tiskennfe ar boulligoù ruz hag e pignfe ar plasma.
Ar flaskoù
Boestoù degaset gant ar vonedonerien
Stoufoù ar flaskoù n'o deus ket tout ar memes liv. Bez ez eus ur c'hod livioù evit ober un diforc'h etre ar renkennadoù kleñvedoù. E-barzh ar flaskoù ez eus un dourenn evit mirout ouzh ar gwad a gaoulediñ (war-bouez ar flaskoù ruz, a zo hep dourenn).
BTS 3000 plus
Tu kimiezh Tu ma vez dielfennet an houarn,
ar potasiom hag ar sodiom
Ar mekanik-se eo an hini a vez implijet ar muiañ. Ne vez jedet netra gant an deknikourien. Bep mintin a-raok kregiñ da zielfennañ ar flaskadoù, e vez graet ar c'halibro, da lavarout eo, skrivañ evit ar c'holesterol da skouer, etre pegement ha pegement eo normal ar c'holesterol. Goude e vez lakaet flaskoù-kontrolliñ evit gwelout hag-eñ ez a ar mekanik en-dro (padout a ra un eur). Implijet e vez muioc'h an nadoz kleiz eget an hini dehou. Ar flaskadoù ne vezont ket dielfennet, a vez kaset d'ul laboratouer e Kemper e-lec'h ma'z eus mekanikoù o tielfennañ ar flaskadoù n'int ket dielfennet amañ. Evel-se n'o deus ket da brenañ pep mekanik.
Lec'h labour an deknikourien
An toksoplasmoz
An toksoplasmoz a zo ur c'hleñved paket gant al loened.
- Penaos gouzout hag-eñ ez eo bet paket gant un den ?
Daou zoare a zo. Klasket e vez gant an daou zoare evit bezañ sur eus ar respont (ar memes reizhpoell a vez kavet meur a wech el laboratouer).
Klasket e vez dreist-holl evit an dougerezed.
Kentañ doare
Amzer : war-dro 30 munutenn
ur puñs
kontrolliñ
serom an arval
+ "enepkorf"
= serom
= antigen
= enepkorf
= +
"antigen" 'zo gantañ,
neuze en deus an toksoplasmoz
pe en deus bet
= -
an den n'en deus ket a "antigen",
neuze n'en deus ket an toksoplasmoz
Ar memes reizhpoell en deus hag ar mekanikoù. Kontrollet 'vez pep tra a-raok kregiñ. Lakaet 'vez ur banne dourad (serom) kontrolliñ mui "enepkorf" er renkennad kentañ, ha d'an eil, dourad an arval mui "enepkorf".
Ma n'en deus ket an arval bet an toksoplasmoz n'eus ket a "antigen". Kouezhañ a ra neuze an dourad er foñs.
M'en deus an arval bet an toksoplasmoz pe m'en deus (un den en deus bet an toksoplasmoz a zalc'h an "antigenoù" en e gorf e-pad bloavezhioù) an "antigen" en em beg ouzh an "enepkorf". Dont a ra neuze da vezañ ur meskaj unvan. Da c'houde e vez degaset an dourad d'ul laboratouer all evit gouzout hag-eñ en deus an toksoplasmoz bremañ, pe en deus bet a-raok.
Eil doare
Amzer : 5 mn
a-raok bezañ mesket
goude
An eil doare 'zo berroc'h, ha kavout a ran anezhañ plijusoc'h. Lakaet 'vez an dourad, mui "enepkorf", mui un dourenn ispisial war ur follennig. Goude e vez mesket gant ar meskerezh e-pad 5 munutenn. War-lerc'h eo, pe gwer-ruz, pe gell. Ma'z eo gell, an den n'eus ket ar c'hleñved, mod-all, ma'z eo gwer-ruz, an den en deus paket ar c'hleñved.
Ar flebit
Ar flebit 'zo ur c'hleñved dañjerus-tre.
Paket 'vez an aliesañ pa 'vez torret un askorn. Ar gwad a gaouled (sec'hiñ a ra), dont a ra da vezañ ur seurt mein bihan, ha ma pign betek ar galon pe ar skevent, e varv an den a-daol-trumm.
Ar strolladoù-gwad
Plijet on bet o c'houzout penaos e veze kavet ar strolladoù. Talvoudus eo bet din evit an SVD, rak o paouez studiañ se e oamp, hag en em c'houlenn a raen just a-walc'h penaos e veze kavet ar strolladoù.
Penaos e vezont kavet ?
Bez' eus daou zoare c'hoazh. Emaon o vont da zisplegañ deoc'h an hini plijusañ
A AB B
O eo ar strollad
A AB B
AB eo ar strollad
E pep puñs e vez lakaet gwad an den mui ul livaj. Lakaet 'vez, evit ar puñs A ul livaj glas, evit ar puñs B ul livaj melen, hag evit ar puñs AB ul livaj diliv. Mesket 'vez. Ma ra efed an tri meskaj e talvez ez eo O strollad gwad an arval.
Implijet 'vez un teknik all evit ar Rhesus.
Klozadur
Plijus-tre am eus kavet ar staj, daoust ma oa hir a-wechoù. Desket am eus kalz a draoù, penaos ober traoù 'zo hag un tamm mat a c'heriaoueg. Desket am eus an darn vrasañ eus an traoù gant ar rener hag un deknikourez a zo o paouez echuiñ he studioù. Aesoc'h e oa din kompren ganti, rak displegañ a rae din gant tresadennoù desket ganti en he c'hentelioù. Aes-tre e oa da gompren. Desket 'm eus traoù 'zo ha ne vezont desket nemet en IUT. Bez' eus traoù 'zo ha n'em eus ket komprenet mat-tre, pe e kreden am boa komprenet, met a-benn ar fin n'em boa ket peurgomprenet.
Seblantout a ra bezañ diaes labourat en un doare efedus er bloavezhioù kentañ, rak bez' eus kalz a draoù da zerc'hel soñj dre eñvor (da skouer : ma'z eo kalz 3 ml kolesterol pe nebeut). Met soñjal a ra din goude tri pe pevar bloaz n'eo ket ken diaes ha se, dre ma vez graet ar memes traoù, ar memes jestroù bemdez. Randonus e seblant ar vicher bezañ a-wechoù (da skouer : kontrolliñ bep mintin ar mekanikoù e-pad un eur). An implijidi n'o deus ket droad da faziañ ha kavout a ran se start-tre.
Ken dedennus e oa ma staj ha hini ar bloaz paseet en apotikerezh, met seblantout a ra bezañ memes tra un tammig diaesoc'h al labour ha diaesoc'h da gavout ul labour.