GWELEOÙ EVIT HON TI-ANNEZ DA ZONT !
Un hir a istor dija eo hini hor charreadegoù arrebeuri evit ar skolaj. Berr-ha-berr abaoe ma 'z eus eus hor skolaj e Kemper omp bet o kerc'hat dafar e skolaj an Tour d'Auvergne, en ospitalioù Laenneg Kemper hag ar Gazeg Wenn e Brest, e Leskon, e Bear, e lise Kerne, e reoù all moarvat c'hoazh ha da echuiñ dec'h e lise Laenneg Pont-'n-Abad. Hon ti-annez a zo bet tro-ha tro e Kerfeunteun (1997-2004), en Enez-Tudi (2004-2006), e Kuzon (2006-2008) hag e Plogastell abaoe 2008.
Ur banne dour ha gervel da glask tud...
Ehanig e toull an nor
Ilan n'en deus ket aon da gregiñ e-barzh !
Un devezh kaer evit an amzer hag al labour kaset da benn. Ouzhpenn 60 gwele brav ha solut, forzhik armili e stad vat, taolioù bihan hag ivez burevioù evit hor skolajidi da zont. Pep tra da ziskenn eus an estajoù ha da gargañ e kirri-samm, da ziskargañ diouto ha da lojañ en un dastumlec'h e penn an hent. Ur skipailh efedus ha plijus-tre, ur pemzek bennak a dud en holl, pa vije bet ezhomm a ziv wech kemend-all... Kroget e oa an devezh da 9 eur vintin e Pont-'n-Abad hag echuet da 10 eur hanter diouzh an noz e Ploudiern. Ur mell trugarez da gement hini en deus kemeret perzh !
Pennoù gweleoù pakadennet brav...
Ur preder evit an dazont, ur rouedad skolioù kevredigezhel eo Diwan hag ar genskoazell etre hec'h izili unan eus hor perzhioù heverkañ. Ret da bep hini diskouez ez eo gwir bepred !