GALA 2014
Aet ar maout gant ar 5ved Glas !
Marie, diwallerez eus ar c'hentañ !
C'hoarierien ha c'hoarierezed !
Tremenet mat eo ar gala. Livioù Brazil... Paotred ha merc'hed en o sulieg ! Tournamant mell-droad war ar porzh, gounezet gant ar 5ved Glas, mar plij. Prizioù a bep seurt roet gant ar skolajidi. Embannadur disoc'hoù an AKED hag an DIBAB. Koan ha dañsadeg da heul !
Aude, prest da lañsañ !
Dont a ra brav-tre ganti !
Tremenet eo ar Breved abaoe ivez. Kimiadiñ o deus graet an dredeidi. Chañs vat da bep hini anezho da vont plaen war-raok gant e hent
ha gant ar brezhoneg !