TEKNONIJ II
Sturiañ gant evezh spis !
D'ar yaou 16 a viz Mae, war-dro 11e30 e oa bet lakaet ar c'hirri-nij bet graet e teknologiezh da nijal war un dachenn nepell diouzh ar skolaj.
Ar baotred a zo e-barzh ar jeu !
An deknologiezh a vez kelennet deomp 2 brantad ar sizhun, hag abaoe penn kentañ hor bloavezh trede emaomp o labourat war an hirdermen da sevel ur c'harr-nij a-benn lakaat anezhañ da nijal.
Mekanikerezh war an douar !
Strolladoù 3 den a zo bet savet evit seveniñ ar raktres. Gant pep strollad ez eus bet savet ur c'harr-nij, gant danvezioù polistiren, balza, ha darbrenn. Skeudennet ha termenet ez eo bet al lodennoù da zidroc'hiñ war poelladoù evel GFCAO ha Charlie Robot.
Pezhioù zo evel ar rodoù, ar c'heflusker hag ar pellurzhier a oa bet prenet gant ar skolaj.
Evit echuiñ e oa bet troc'het, livet ha peget an danvezioù gant arzourien ar c'hlas !
8 miz war-lerc'h deroù al labourioù ez eus bet lakaet daou garr-nij da vont en-dro,
Mathieu ganeomp a-benn herzel ouzh ar benveg dic'hortoz a vezañ diroudet diouzh e hent, ha merañ mont en-dro ar pellurzhier.
Ur c'hlasad a-unan !
Tres a zo war ar c'harr-nij en aer, neketa !
Fou ! War var e oamp da grediñ ne oa nemet ar baotred o plediñ gant an teknik !
Etre daou varrad glav ez eo bet gwelet, a-benn ar fin, disoc'h ul labour a-stroll bourrus, kement gant ar sturierien ha gant ar feneanted chomet azezet !
Erell ha Marilou – 3de GLAS