AR BLOAVEZH-SKOL EN HENT
En em staliañ a ra ar bloavezh-skol en un doare un tamm ispisial ar bloaz-mañ. Labourioù o kenderc'hel war-dro tour ar saverez hag ar sal-glas ma tegouezh en estaj. Privezioù da c'hortoz war ar porzh, pa'z eo bet pilet ar re gozh a-raok ma vint renevezet. Labourioù krog er-maez da sevel div grapenn ma c'hello an dud nammet gant kadorioù-ruilh dont ganto betek porzh ar skolaj.
Kas a-unan ar skoliata hag ar reneveziñ ha kaout an dizober diouzh ar vandalerezh, eno emañ an dalc'h !
Kement-se ne vir ket ouzh Sulian a skritellañ hol lugan ! Entanet eo ar skolajidi, lañset eo ar bloaz !