PIERRE-EMMANUEL MARAIS ER SKOLAJ
A-gleiz da zehou : Pierre Emmanuel Marais, Pierre-Meñs-Pegail, levraoueger, hag ul levraouegerez a vediaoueg Kemper
Bremaik eo deuet Pierre-Emmanuel Marais da gontañ kaoz gant an dredeidi velen diwar-benn e romant "Alje 57". Studiet e oa bet ganto er c'hentañ trimiziad.
Plijet int bet gant al levr ha drezañ o deus graet anaoudegezh gant brezel Aljeria a anved da neuze gant ur flourlavarenn "darvoudoù Aljeria". Un tem a bouez a zo bet studiet ivez, hini ar jahinerezh. Gwelet e oa bet testenioù spontus Breizhiz bet kaset di e barr o yaouankiz ha kammet da vat o buhez da c'houde (abadenn Bali Breizh France 3). Emzalc'h ha mennozhioù hael ar jeneral Jacques de la Bollardière a zo bet gwelet un tamm ha studiet ur skrid anavezet gantañ.
Darempred ar skrivagner gant Aljeria, perak skrivañ, romant pe gwirvoud, al levrioù all skrivet gantañ (lod bet studiet e 6ved ha 5ved), al levrioù a blij dezhañ. Kement-se-holl a zo bet meneget er gaoz. Talvoudus eo bet an darempred evit tostaat lennerien ouzh skrivagner hag evit kompren gwelloc'h ar pezh a vroud an dud da skrivañ. Gwelloc'h c'hoazh e vije bet ma c'helljed bezañ aozet ar gejadeg-se d'ar mare ma oa ar skolajidi o studiañ al levr.
En diwezh eo bet broudet gant Pierre-Meñs-Pegail ar skolajidi da zaremprediñ ar vediaoueg e Kemper a zo digor frank he dorioù d'o degemer !
Arroudenn a skridoù Jacques de la Bollardière troet ganeomp e brezhoneg :
"N'eo ar brezel nemet ur c'hleñved dañjerus eus un denelezh vugelel o klask hec'h hent er boan. N'eo ar jahin, an diviz a euzh-se, nemet tu-gin vil an daremprederezh etre breudeur. Vilaat a ra muioc'h c'hoazh ar jahiner eget an hini jahinet. Sujañ d'ar feulster ha d'ar jahinerezh, dre ma ne c'heller ket krediñ e Mab-den, a zo kement ha dinac'h sevel ur bed deneloc'h."
Jeneral Jacques de La Bollardière