Digwener vintin e oa degouezhet ur strollad 21 a skolajidi eus Leintz-Bailara, ambrouget gant Ana ha Pepe, kelennerien, er skolaj evit an eskemm bloaziek. Goude un nozvezh karr-boutin o doa ezhomm a-walc'h da zebriñ ul lein a-feson. Goude e voe an degemer...
Dindan blenierezh akuit Jean-Marie Airault Bremaik en iliz Sant-Vazhev e Kemper hon eus bet ur ganadeg fromus gant Mouezh Paotred Breizh. Souezhet omp bet holl gant deroù an abadenn, O Keltia Glenmor, o tasseniñ eus pep korn an iliz, leurenniet kaer ha...
An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt e brezhoneg, dre skrid ha dre gomz....
Evit pleustriñ war an tonioù a vo sonet ganeomp d’ar sadorn 3 a viz Mae pa zegouezho ar Redadeg e Karaez e-kreiz Gouel Diwan Tregont vloaz e oa bet aozet ur frapad d’ar yaou 27 a viz Meurzh goude merenn. Deuet e oa da Benharz skolajidi a Blijidi, a Wiseni...
Kendoniañ ar skipailh a-barzh kregiñ... Diriaou e oa bodet e Skolaj Diwan Gwiseni skolajidi 5vet ha 4re klas pemp skolaj Diwan : ar Releg, Gwiseni, Jakez Riou, Plijidi ha Gwened. War zaou hanter e oa aozadur an devezh, a bep eil war an aod hag er skolaj...
Lakaet o deus an tan ! Goude Karaez, setu hor rapourien o kanañ dindan deltenn vras Kervoazan digwener paseet. Startijenn a oa, pezh 'zo sur, pep hini en deus graet e seizh gwellañ. Pleustret o doa div eurvezh gant Krista el Lokal muzik a-raok. Rapourien...
Da heul, skeudennoù eus an tennad-hent etre Tregon ha Ploveilh, eus kilometroù klasadoù ar skolaj e Plogoneg hag eus an degouezh e Douarnenez. Trugarez da : Lea Toulgoat, Mireille Tual-Andro, Fabienne Lavigne, Jacques Paugam, Gwenole Gevell, Kenan an...
Sal nevez leurenn Glenmor Degemeret e oa bet diriaou skolajidi trede klas pemp skolaj Diwan ha liseidi eil klas e sal nevez adleurenn Glenmor e Karaez. Un digorhed gwall blijus a dud a vicher a oa deuet da zisplegañ o zrevell, pe da zisplegañ da betra...
Pezh-c'hoari gant Jean-Michel Ribes, ur pennad a zo bet c'hoariet dirak stajidi Kelenn, an embanner Delioù, Tony Foricheur (kevredigezh C'hoariva) d'ar gwener 28 er skolaj, er sal liesimplij : plijus e oa. A-drugarez d'al labour frouezhus er prantadoù...
Ur c'helenner en e vleud... Diriaou goude merenn e oa bet diskouezet deomp filmoù berr savet gant Bastian Guillou a oa deuet da respont d'hor goulennoù. Dedennus e oa, kement ar filmoù hag an displegadennoù. Sirius an traoù... Ar film kentañ a oa diwar-benn...
Klasad aketus, Thomas ouzh ar c'hamera Doktor war ar sokiologiezh graet gantañ e dezenn diwar-benn "an divizoù istorel evit ma treistvevfe ar brezhoneg". Kelenn a ra er skol-veur e Tokyo. Dont a ra brav ar brezhoneg gantañ. Desket en deus hor yezh er...
Abaoe un nebeud mizioù omp boas da welout an dinozored houarn o tebriñ betoñs ar savadurioù e porzh Pikardi ha nevezik 'zo e traoñ straed Vañde. Eus tu sal sport lise Kerne ez eo bet digoret ar straed dre ur c'hroashent-tro. Muioc'h digor eo ar c'harter......
Kanerezed ar skolaj hag Anne-Marie Penaos kanañ mat gavotenn an Aven (pemp blank al lur hag an hini gozh) hag ar bal (pa breger din eus ma dimeziñ) ? Setu Anne-Marie o tisplegañ deomp an doare dañsal, an doare kanañ. Kavet he deus e oa mouezhioù brav...
An ekodibab Setu fotoioù an droiad a oa bet dec'h 1- ecotri (Ekodibab) : hentet omp bet gant daou zen o deus diskouezet deomp labour ar c'hant den a labour amañ e Fouenant : dibab, renkañ, flastrañ ha kas da bep lec'h, e Bro-C'hall hag en Europa. Ar seier...
Abadenn ar skolaj e Karaez : laouen an holl o welout labour skolaj Diwan Jakez Riou gant 23 skolajiad war al leurenn ! Da gentañ war al leurenn, Airelle Mendon, kalonek, hec'h-unan evit dañsal war un ton flamenco ! Prientet gant Jean-Marie, gwelet hon...
Al loreidi. A-gleiz, Eve, 6vet klas, tapet ganti maout an haika brezhonek evit ar vugale ! Gourc'hemennoù d'ar 5 skolajiad a zo bet trec'h evit konkour haiku Taol Kurun 2009 ! 253 haiku resevet evit ar genstrivadeg, 4 skolaj (galloeg : Maoron, Merdrigneg,...
Setu ul luc'hskeudenn eus dalc'h 2008 ar reizhskrivadeg e Ti ar Vro Kemper. Ur gaer a abadenn a vod rummadoù tud evit plijadur ar yezh skrivet reizh. Skeudenn Ti ar Vro Kemper Da heul, testenn an dro gentañ-mañ. SPORT Ezhomm hon eus holl d’ober sport...
Tregont vloaz Ninnog. Setu hi o sellout ouzh un albom fotoioù kozh. Kiwa ha Ninnog Gwelet e vez ar skeudennoù a fiñv : pa oa bihan war porzh ar skol, e-pad ur gouel, pa oa er skolaj, karantez gant ur paotr, pa oa e Trede, an Aked, kross ar skolaj, manifestadegoù...
C'hoariva Max Jacob : un devezh c'hoariva 8 pezh-c'hoari, 4 skolaj, plijadur a zo bet, ha didrouz ar sal evit selaou krouidigezh ar re all. An abadenn ziwezhañ, renet gant Jakez ar Born, oa plijus-kenañ ha c'hoariet brav-tre. Tout an dud o deus graet...
Er stal-kanañ Hiziv, meurzh 2 a viz Gwengolo, e oa an distro-skol evit ar 6vedidi. Un deroù hollflour ha kompez. Degemer ar familhoù, prezegenn ar rener diwar-benn ar brezhoneg yezh a vuhez er sal-liesimplij, prantadoù gant ar penngelennerezed, Fanny...
Degouezhet eo strollad skolajidi an trede klas gant Padrig ha Maelan abaoe dec'h da noz ha tremen a ra mat pep tra. Hiziv c´hoari dizoloiñ ar ger, c'hoari polotenn en talbenn ha gweladenniñ GOITB da lavarout eo skinwel, skingomz ha kelaouenn sizhuniek...
Dilun tremenet e oa deuet Dom Duff da Benharz d’ober un abadenn kan ha son evit skolaj Diwan Jakez Riou hag ar re o doa c’hoant dont. Startijenn ‘oa. An holl ‘oa o stlakañ ‘barzh o daouarn, o kanañ… Plijus ‘oa selaou un den a gane hag a sone gant ar gitar...
Aurtengo elkartrukea 6.da 23 ikasle etorri dira Leintz bailaratik Ana eta Peperekin . Bidai ona egin dute eta Ikasleak prest daude Bretoiekin harremanetan hasteko . Gant ar 6vet eskemm emaomp er bloaz-mañ. 23 skolajiad a zo deuet a draonienn Leintz gant...
"Krib an avelioù" (Chillida). Aet omp da San Sebastian / Donostia gant ar c´harr-boutin, 1 eurvezh hent. Pa ´z omp erruet, hon eus graet tro menez Urgull. En e veg ez eus ur mirdi. War-lerc´h omp erruet er porzh-mor, gwelet hon eus bigi gant stummoù disheñvel....
Catherine Marc a zo deuet teir gwech e 5vet klas evit lakaat ac'hanomp da skrivañ gant gerioù skrivet gant ar c'hlasad e-pad daou viz ha lakaet e-barzh ur voest. Dizoloet eo bet ar gerioù ha skrivet ez eus bet kalzik a destennoù (doare skrivañ aotomatek...