Kroashent Diwan ar micherioù.

Sal nevez leurenn Glenmor
Degemeret e oa bet diriaou skolajidi trede klas pemp skolaj Diwan ha liseidi eil klas e sal nevez adleurenn Glenmor e Karaez. Un digorhed gwall blijus a dud a vicher a oa deuet da zisplegañ o zrevell, pe da zisplegañ da betra e kase ar studioù graet en o liseoù pe skolioù-meur. An douar, ar sevel-tiez, ar skiantoù, ar media, ar yec’hed, ar skoazell sokial, an armerzh, an nijerezh ha me ‘oar...
Ur bam gwelout tud yaouank niverus o kontañ kaoz e brezhoneg gant tud a vicher gredus hag entanet...




