Pezh-c'hoari gant Jean-Michel Ribes, ur pennad a zo bet c'hoariet dirak stajidi Kelenn, an embanner Delioù, Tony Foricheur (kevredigezh C'hoariva) d'ar gwener 28 er skolaj, er sal liesimplij : plijus e oa. A-drugarez d'al labour frouezhus er prantadoù brezhonek gant Sten hag er prantadoù c'hoariva o deus gallet implijout ar barregezhioù tapet ar bloaz paseet ha kinniget o deus 10 mn eus ar pezh a vo c'hoariet e c'hoariva Max Jacob e fin miz Mae. C'hoarzhadegoù, toull ebet, plijadur a zo bet !
Quimper : une pré-rentrée pour s'acclimater
14 skolajiad o deus kemeret perzh er staj distro-skol. Trugarez d'ar 4 c'helenner zo deuet evit prientiñ anezho d'ar bloavezh-skol nevez.