Hor rapourien war al leurenn !

Goude Karaez, setu hor rapourien o kanañ dindan deltenn vras Kervoazan digwener paseet. Startijenn a oa, pezh 'zo sur, pep hini en deus graet e seizh gwellañ. Pleustret o doa div eurvezh gant Krista el Lokal muzik a-raok. Rapourien all a zo tremenet, eus Turkia, Maroko, yaouank-tre, daou-ha-daou, pe unan-hag-unan, met ur gwir strollad, gant kement a dud, ne oa nemet gant Diwan. Gourc'hemennoù dezho ha chañs vat evit an div leurenn a chom : gouel ar sonerezh e parklec'h an Ti-skorn "La Glacière" e Kemper, ha gouel 10 vloaz ar skolaj d'ar sadorn 28 a viz Even !
