Dec'h da noz eo bet an diabarzhidi o welet un abadenn c'hoariva "Bastard" gant Krismenn ha kinniget gant teatr Piba. Plijadur 'zo bet !
Un aergelc'h a-feson a oa er boum dec'h da noz etre ar re bevare, ar re drede hag o c'henskriverienezed sorab.
Arthur, bet skoliataet en hor skolaj, en deus kemeret perzh. C'est une première au lycée Diwan de Carhaix. Des élèves volontaires ont participé à un concours d'éloquence. Le résultat est bluffant. Evit ar wech kentañ eo bet kinniget koñkour en ermi... A-drugarez...
Claire Carriou, eus ar gevredigezh Côte Waste, a zo deuet dimeurzh paseet er skolaj da gas un abadenn diwar-benn ar zero lastez gant an dredeidi. Dedennus-tre e oa ! Fardet o deus un toaz-dent e poultr. Pennad skrivet gant Tudi ha Tivizio.
War ar prim ! E ti ar perukenner, en ur poull-neuial hag en ifern!
Dec'h 'oa bet degemeret tredeidi ar bloaz tremenet evit reiñ dezho o diplomoù AKED, DIBAB ha Breved. Plijadur hon eus bet da welet anezho en-dro ! Digarezit: ne oa ket amañ an holl pa oa bet graet ar poltred.
Muioc'h eget 10 vloaz e oant bet o labourat ganeomp. Aet eo digwener Marie-Christine ha Yann war o leve. Trugarez vras dezho evit pep tra.
Bep 2 vloaz e teu ar "Prévention routière" hag ar "Comité départemental de cyclotourisme du Finistère (CODEP)" e liamm gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed da gas un hanter-devezh gant ar bemvedidi hag ar c'hwec'hvedidi evit kizidikaat anezho war ar surentez...
Kenderc'hel a ra chanter neveziñ karter Kervoazan. Diskaret zo bet e-kerzh ar vakañsoù tourioù kozh 'oa e kichen ar skolaj ha savet 'vo tier modernoc'h en o flas.
Un nozvezh divoutin o deus bevet dec'h da noz ar c'hwec'hvedidi hag ar bemvedidi ! Kemeret o deus perzh e c'hoarioù enlinenn e brezhoneg penn-da-benn asambles gant skolaj Diwan Sant-Ervlan ha brezhonegerienezed all er bed ! Ur C'hwiz hag ur Pictionnary...
Pennad ar Ouest Frañs: https://www.ouest-france.fr/bretagne/finistere/langue-bretonne-diwan-obtient-trois-heures-de-breton-par-classe-7171878 Les heures d'enseignement du breton menacées dans le secondaire à Diwan seront préservées à la rentrée prochaine....
Aze e kinnigomp deoc'h an eil abadenn a oa bet ijinet, prientet hag enrollet gant tredeidi ha c'hwec'hvedidi ar c'hleub radio ! - Abadenn 211207 mizdu blog.mp4 Pennad kentañ kinniget gant Erell oc'h atersiñ Kylann ha Paol, an eil hini kinniget gant Mericien...
Boom kentañ ar bloaz a zo bet lidet dec'h en hunva ! Treuzwiskamantoù spontus, madigoù hag evajoù ! Dañset hon eus kalz war sonerezh dibabet gant an dredeidi. Trugarez d'an holl!
6 skolajiad nemetken a oa hiziv. Ar re all a zo chomet sac'het abalamour d'an erc'h ! Plijus e oa ober boulomigoù grizilh, sellout ouzh ur film, c'hoari Divin Prim ha tennis-taol, ... Ha pegen iskis e oa gwelout ar self ken goullo ha sioul! (Pennad savet...
Goude vakañsoù an Hollsent e oa bet lañset ar "C'hoari an Tiegezhioù" evit an diabarzhidi. 4 tiegezh a zo bet savet : Dahud (paotred 4re & 3de), Dana (merc'hed 4re & 3de), Taliesin (merc'hed 6vet & 5vet) ha Merzhin (paotred 6vet & 5vet). Hervez ar barem...
Beilhadegoù dre live a vez aozet evit an diabarzhidi abaoe penn kentañ ar bloaz. A bep seurt traoù a vez graet ganto : c'hoarioù kevredigezhel, c'hoari "piv on?", Den bleiz, C'hoariva war ar prim, Ar cherif hag ar lazher,...
Brav an amzer! Aozet 'oa bet gant Kristell ur prantad lenn er maez evit ar re 5ved.
Ar skolajidi hag o deus kemeret perzh e Kan Ar Bobl 2024 o deus resevet prizioù : levrioù war ar brezhoneg pe ar skol e Breizh, bandennoù-treset, CDioù... Trugarez dezho da vezañ kemeret perzh ha gourc'hemennoù !
Taolioù nevez zo bet lakaet war ar porzh. Savet int bet gant ESAT ar Pont. (Kan ar mor) Degouezhout a ra mat evit profitañ eus an amzer vrav !
Degemer mat d'ar c'hwec'hvedidi ha d'an dud nevez er skipailhad!
Hiziv zo bet degemeret ar skolidi CM2. Morse ne oa bet kement a dud : 67 skoliad o tont eus 12 skol disheñvel ! Tro o deus bet da welet mont en-dro ar skolaj, heuliet o deus bet kentelioù saozneg ha matematikoù ha c'hoariet war ar porzh gant c'hoarioù...
Pa oa ar re 6ved o rouzañ e Terrug-Treberon e oa an diabarzhidi 5vet, 4re ha 3de o pik-nikañ hag o c'hoari war an draezhenn en Enez-Tudi.