Top articles

  • Bara ha frouezh bio evit ar verenn-vihan !

    16 novembre 2021

    Abaoe penn-kentañ ar bloaz e vez bara bio evit merenn-vihan ar Meurzh hag ar Gwener. Frouezh eus biocoop Kemper a vez ivez e-kerzh tout ar sizhun. Peadra da leuniañ kofoù ar skolajidi en un doare yac'h!

  • Fest noz Kalanna

    27 octobre 2024

    Be vo c'hoazh ar bloaz mañ Fest-noz Kalanna 'ba Kemper ! Izili kuzul skoazell hor skolaj zo 'b ar jeu evit aozañ ar fest. M'ho peus c'hoant reiñ an dorn ivez, deuit e darempred ganeomp: skoazell.skolaj.jakez.riou@diwan.bzh Pennad an Telegramme, d'ar 27...

  • 100% !!

    10 juillet 2024

    Embannet eo disoc'hoù hor skolajidi er breved. Gourc'hemennoù d'an holl : 100% !! Hag uhel an notennoù: 19 gant ur meneg mat-tre 15 gant ur meneg mat 5 gant ur meneg mat a-walc'h Peadra da vezañ fier!

  • Lid diplomoù ar breved

    23 octobre 2024

    Al lodenn vrasañ eus an eilvedidi a oa deuet er skolaj digwener tremenet evit resevout o diplom breved. Plijadur zo bet d'en em adkavout ha lidañ asambles an disoc'hoù brav bet paket ganto.

  • Disoch'où kenstrivadeg matematik Mathador

    14 juin 2024

    Ar skolajidi o deus bet disochoù brav-tre e matematikoù (kenstrivadeg Mathador) !! Setu an disochoù Mathador evit ar re 4re: - Evit Bro Frañs : 27 diwar 394 (4 Gwalarn) 57 diwar 394 (4 Mervent) - Evit Akademiezh Roazhon : kentañ diwar 16 (4 Gwalarn) 3...

  • Kanaouenn ar Redadeg

    15 avril 2018

    Setu kanaouenn ha klip ar Redadeg 2018 Savet ha kanet gant teir skolajiadez kent: Marine, Sterenn hag Aude. Ha pet skolajiad(ez) bet e skolaj Kemper zo er c'hlip ?? Trugarez d'an holl re o deus kemeret perzh e Breizh met ivez e Kolombia, Bro Gembre, Euskal-Herria...

  • Manifestadegoù evit gwareziñ an en-dro - Gwener 15/03/2019

    18 mars 2019

    78 skolajiad eus Skolaj Diwan Jakez Riou a zo bet o vanifestiñ e kêr Kemper. Amañ-dindan ur pennad bet embannet e Ouest-France : Pennad Ouest-France

  • Mathador !

    17 mai 2023

    Kemeret o deus perzh skolajidi 4re klas d'ar genstrivadeg Mathador. Ha paket ar c'hentañ hag an 3de plas ganto !! Gwellañ gourc'hemennoù !! Ha trugarez da Nikolaz, o c'helenner.

  • Enskrivadurioù er skolaj. / Inscriptions au collège.

    15 juin 2023

    Gweladennit hor skolaj o klikañ amañ Visitez notre collège en cliquant ici Titouroù / Renseignements : https://skolajdiwanjakezrioukemper.bzh/enskrivan-e-vugel-inscrire-son-enfant/ Skeudenn/Photo : Hieronimus Art.

  • Trec'h e kan ar Bobl

    21 avril 2024

    Gourc'hemennoù d'ar skolajidi o deus kemeret perzh e Pondi, aet ar maout ganeomp: priz kentañ ar skolajoù ! Ha trugarez da V/Marine !!

  • Pennadig lenn

    19 octobre 2019

    Dec'h 'oa bet ur pennadig lenn er skolaj. Chomet eo a-sav an holl memes koulz evit lenn gant plijadur e-pad ur c'hard eur bennak. Pep hini en doa degaset ul levr a blij dezhañ. Ur pennad sioul d'ar Gwener goude merenn a-raok ar vakañsoù... ne ra ket a...

  • Erc'h ha Ludu !

    22 septembre 2022

    Pegen moutik eo ar gaerell vras ! Moutik eo, gwir eo, met lazhet he deus div yar ar skolaj, Erc'h ha Ludu. Kavet oant bet dec'h, marv an div, siwazh deomp! Er skolaj 'oant dibaoe daou vloaz. Prenet 'vo yer all a dra sur, gant ar spi e kavo ar gaerell...

  • Lid digeriñ Ti ar Brug

    06 septembre 2024

    Deuit niverus d'ar Gwener 20 a viz Gwengolo e Ti ar Brug !

  • Kenavo d'ar re 3de !

    06 juillet 2021

    Plijadur ha kalon deoc'h evit ar bloaz a zeu hag evit tout ar bloavezhioù all ! Gourc'hemennoù da Lou-Ann evit an dresadenn vrav !

  • Prest eo an hunva nevez

    05 septembre 2024

    Goude labourioù bras kroget warlene ha kendalc'het e-pad an hañv eo prest an hunva nevez evit degemer ar skolajidi. Ar re 6ved 'zo bet staliet en o gambr dilun noz ha hiziv e vo tro ar re 5ved, 4re ha 3de da zizoloiñ Ti ar Brug !

  • 100% er Breved !

    11 juillet 2022

    Brav eston eo disoc'hoù hor skolajidi ar bloaz-mañ !! 100% ! 90% gant ur meneg ! 6 gant ur meneg mat a-walc'h ! 11 gant ur meneg mat ! ha 20 gant ur meneg mat-tre !!!!! Gourc'hemennoù !

  • Fest-noz e koun Dominig Jolived

    17 mars 2024

    D'ar Sadorn 13 a viz Ebrel 'vo aozet er skolaj ur fest-noz e koun Dominig. Adalek 7e noz 'vo servijet krampouezh hag ar fest-noz a vo da heul. Deuit niverus !

  • Breved 2023

    05 juillet 2023

    Setu disoc'hoù breved 2023: Korbellet: 2 Degemeret hep meneg: 2 Meneg mat a-walc'h: 6 Meneg mat: 9 Meneg mat-tre: 19 An hanter gant ur meneg mat-tre ! Ha gellet o deus respont e brezhoneg en arnodenn skiantoù ar bloaz-mañ !

  • Gouel Breizh er skolaj !

    19 mai 2022

    Lidet eo gouel Breizh hiziv er bed a bezh... hag er skolaj ! Deuet ez eus ur bern skolajidi ha tud ar skipailh gwisket e gwenn ha du evit merkiñ an taol.

  • "Kreskiñ"

    05 mai 2022

    An diskouezadeg "Kreskiñ" savet gant Manuella, bet kasourez er skolaj, a zo er self abaoe penn-kentañ ar sizhun. Kinklet a-feson eo ar sal bremañ!

  • Kelenner.ez war ar brezhoneg

    27 décembre 2024

    Emañ ar skolaj o klask ur c'helenner war ar brezhoneg. 12 eurvezh kelenn e 6vet ha 5vet klas. Aotregezh war ar brezhoneg goulennet gant ar rektordi. Deuit e darempred gant Erwan ar Berr: renerezh.skolaj.jakez.riou@diwan.bzh

  • Kig-ha-farz e Ti ar Brug

    09 février 2025

    Ar c’hig-ha-farz kentañ e Ti ar Brug, aozet gant Kuzul skoazell Skolaj Diwan Kemper. Mirout ar plasoù dre ret. Le premier kig-ha-farz à Ti ar Brug, organisé par le Kuzul skoazell Skolaj Diwan Kemper. Réservation obligatoire. kig-ha-farz@jakezriou.com

  • Disoc'hoù ar breved

    10 juillet 2025

    En em gavet eo disoc'hoù ar breved ! Meneg mat-tre gant gourc'hemennoù ar juri (ha re ar skolaj!): 5 skolajiad.ez Meneg mat-tre: 10 skolajiad.ez Meneg Mat: 12 skolajiad.ez Meneg Mat a-walc'h: 7 skolajiad.ez 7 skolajiad.ez degemeret hep meneg.

  • Mylène Tydou e Coop Breizh

    05 septembre 2020

    Pennad kazetenn an Télégramme diwar-benn Mylène Tydou, bet kasourez en hor skolaj. - Mylène.pdf

  • Manifestadeg evit dazont Diwan d'ar 26 a viz Mae e Roazhon

    18 mai 2018

    - Flyer diwan.pdf - GALV DA VANIFESTIÑ-flyer2du da droc'hañ.pdf - 180526_manif_stourmhatitouroupleustrek.pdf

<< < 10 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 > >>