Abaoe un nebeud sizhunvezhioù zo bet staliet un dasparzer serviedennoù yec'hedus e privezioù ar plac'hed. Harz da ziasurted ar mizioù !
Kartenn hetoù savet gant Naolïn.
D'ar Gwener 11 a viz Meurzh 2011 ez eus bet ur c'hren-douar divent e biz Bro-Japan, ment 8,9 war skeul Richter. Ar pempvet kren-douar brasañ a zo c'hoarvezet er bed abaoe 1950 an hini eo. Kalon ar c'hren-douar a oa 24,4 km dindan ar mor, war-hed 380 km...
Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi Sonerezh « listenn Shindler » Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an dud all. Penn-kentañ « harzadeg ar Yuzevien » eo. Kenderc’hel...
Er pennad diwar-benn hor beaj da Vro-Euskal er bloaz-mañ e oa anv a varzhonegoù skolajidi da zont diwezhatoc'h. Gortoz pell, gortoz gwell ! Setu eta un dibab anezho. Dalc'hit holl da skrivañ ! BEAJ Agur An Euskareg zo ur yezh vrav. En hor c'halon vras...
Emañ Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper o klask war-lerc'h : - Ur c'helenner/gelennerez teknologiezh : 10.5 eurvezh e-doug ar bloavezh-skol - Ur c'helenner/gelennerez galleg-latin, 14 eurvezh ar sizhun betek an 3 a viz Here Trugarez da vont e darempred gant...
Er Victorian school Er "Victorian school" omp bet d'ar Merc'her 9 a viz Here e-pad hor beaj e Chester. Pa 'z omp degouezhet er skol (ur seurt mirdi) hon eus gortozet un tammig, ha, war-lerc'h, ni, merc'hed, a zo aet da cheñch dilhad. E plas kaout dilhad...
Evel bep bloaz e vo dalc'het gant Diwan un davarn e Gouel ar Filmoù e Douarnenez eus ar 17 betek ar 26 a viz Eost. A bouez eo evit arc'hantadur hor skolaj. Goulenn a reer digant an dud a youl vat mont e darempred gant Erwan Pianezza
KANAOUENN AR REDADEG GANT C'HWEC'HVEIDI SKOLAJ DIWAN KEMPER Tralalalalalala lalalalaleno (2x) Tralalalalalala lalalalaleno (2x) (Diskan) Redadeg 2014 evit ar brezhoneg (2x) Skolajidi Jakez Riou prest da vont da redek (2x) 1500 kilometrad, gwir eo n'eo...
A-benn sevel ur rummad abadennoù nevez e oa deuet skipailh Mouchig-Dall (abadenn ar re yaouank skignet war France 3 d'ar Merc'her war dro 8e20) en darempred ganeomp evit kejañ ouzh skolajidi sot gant ur sport bennak ha prest da ziskouez ha da zisplegañ...
Ar bloaz-mañ c'hoazh o deus tredeidi kemeret perzh e kenstrivadeg danevelloù Odisea ar Gerioù. "An arsav kentañ en ur veaj n'hoc'h eus ket graet morse" e oa an dodenn. Meur a skrid a-zoare a oa bet kaset ha labour vat a oa bet graet gant ar skolajidi....
"Ouzh petra eo tomm kalon ar skrivagner en danevell Geotenn ar Werc'hez ?" "Tomm eo e galon ouzh an dud a vez disprizet gant ar re all... Tomm eo kalon Jakez Riou ouzh ar plijadurioù simpl. Pa vez o skeudenniñ penaos e veze graet ar foenn, penaos e veze...
O pourmen emañ Iribe. Tomm-tre eo an amzer, n'eus den ebet e straedoù Alsasua. Klevout a ra sonerezh o tont eus un davarn. Mont a ra e-barzh ar bar teñval ha didrouz. Emañ e vignon Maheo azezet ouzh un daol dirak un tasad kafe du. Azezañ a ra Iribe gantañ....
An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt e brezhoneg, dre skrid ha dre gomz....
Pa zigoris ma daoulagad en-dro ne oan ket mui e-barzh ar c’harr-tan met e-barzh ur gambr wenn, staget ma divrec’h a bep tu ha kuzhet ma divesker e-barzh ur plastr bennak, en ospital e oan, ur bern medisined tro-dro din. Goulenn a ris ouzh unan anezho...
Evel bep bloaz eo bet tremenet an AKED (Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan) gant skolajidi an 3de klas. War ar 157 skolajiad a zo e 3de klas skolajoù Diwan ar bloaz-mañ ez eus bet dereziet 153 anezho d'an arnodenn, da lâret eo 97,45 %. Setu amañ disoc'hoù...
En endervezh-mañ e oa bodet kantadoù a dud war Leurgêr an Arouezva e Douarnenez evit kimiadiñ diouzh Pascal. Dindan an hinon e oa bet staliet an arched er-maez e skeud gwez meurdezus liorzh klok Pierre Boccou. Tud en o c'hoazez el liorzh ha tud niverusoc'h...
Ar souezhusañ evidon eo bet kemer ar bus, peogwir evit mont d'ar skolaj e kemeran ar bus, hag a-wechoù e tisoñjan pegoulz mont kuit. Met paseet eo mat-tre ar bus diouzh ar mintin ha diouzh an abardaez ! Ha bremañ 'm eus c'hoant kemer ar bus bewech !!...
Soñj am eus e oan war-dro c’hwec’h vloaz. Un dibenn-sizhun eus miz Gwengolo e oa. Dont a raen a-benn da vont mat war ur marc’h-houarn div rod hepken. Ma c’hoar vihan a oa c’hoazh gant he marc’h-houarn teir rod. Divizet hor boa mont d’ober un dro vihan...
E Geotenn ar Werc'hez ez eus kalz a vraventez. Skeudennoù an natur, taolennadur an dud, o c'harantez e-keñver tud all... ar frazennoù zoken a zo brav. E fin an istor en em sant kablus an tad. Diskouez a ra e kare e verc'h... Kavet 'vez braventez e-leizh...
Awen a zo gant hor re yaouank. Gourc'hemennoù da g-Quentin (4re klas) evit e gammedoù kentañ war hent ar varzhoniezh ! An nevezamzer Pa laosk an erc'h plas d'an nevezamzer e vez barradoù glav da zourañ ar plant brasañ 'vel ar re vihanañ ha pa ziskouez...
Tennet eus ur skridaozadenn 4re klas diwar-benn an nevezamzer, gourc'hemennoù da Amélie evit he gouiziegezh hag he doare plijus da gontañ... Evit ar C'hresianed e veze graet ar cheñchamantoù mareoù-bloaz gant an doueez Demeter hag he merc'h Persevon....
"Reolennoù savet gant tud vat ar pevarzek parrez a Vro-Arvorig a ya eus Douarnenez betek Konk-Kerne evit bezañ doujet etrezo hep gwall ebet betek Gouel Mikael a zeu." 1) Dileuriet e vo gant ar pevarzek parrez-mañ, unanet-holl evit frankiz ar broviñs,...