Digwener diouzh an endervezh e oa bet stalioù c'hoarioù er skolaj. Gant an dredeidi e oa bet degemeret ar c'hwec'hveidi evit deskiñ ober traoù a bep seurt asambles. Kelennerien ha kasourien o doa prientet dudioù liesseurt ha tremenet brav e oa an endervezh....
Setu-me degouezhet en Aostralia abaoe an 8. Goude Kambodia, ma c'haller kas un devezh a-bezh gant 10 dollar amerikan, ez eo gwall zisheñvel an traoù amañ. Bet on e Sydney, ma oan chomet tri devezh-pad. Koumoulek an amzer, e-tro 20 pe 25 derez avat. E...
D’ar Meurzh 11 a viz Mezheven, eo bet pedet skipailh a-bezh ar skolaj da veajiñ en amzer da vare pred kreisteiz. A-drugarez d’hor c’heginer Jacques hon eus tañvaet meuzioù evel pa vefemp er 1añ kantved e Roma : fardet en deus deomp boued o heuliañ sekredoù-kegin...
Gant Adelaïde, mezegez-loened Eskemm stank ha frouezhus ivez etre an dud a vicher deuet da leurenn Glenmor da zisplegañ e brezhoneg d'hor skolajidi 3de (181) o micherioù. Enskrivet e oant gant pep a zaou zen a vicher ha frankiz o deveze war-lerc'h da...
Diriaou e oa deuet un dileuridigezh liseadezed, skolajiadezed kent, da gontañ kaoz gant hon tredeidi. Ambrouget e oant gant Edern ha deuet e oa Loeiz, rener al lise, da gomz ouzh ar skolajidi hag ar gerent war-lerc'h. Frouezhus, plijus ha frank eo bet...
Dec'h e oa bet roet priz Herve ar Menn da Skol Diwan Penharz. Bep bloaz e vez roet ar priz-se d'un den pe d'ur strollad a labour evit Breizh hag ar brezhoneg. Ur chekenn a 2 000 € a dalvezo d'ar skol da gaout dafar pedagogel a oa da heul. Ur blakenn a...
Un nebeud skeudennoù da zegas soñj eus dibenn ar bloavezh-skol-mañ. Gala : Sirius an traoù... Ostizezed ha loread gwisket kran... Keneiliezh anat... Ar vrezhonegerien galonekañ, dreist-holl brezhonegerezed, ret en anzav... Plasenn an amann... Paotred...
Gwall gresk a zo bet e 6vet klas gant 45 a skolidi en distro-skol-mañ ! Seblant vat evit an dazont da-geñver dek vloaz ar skolaj. Da heul e vez stank ar gouvidi er predva da vare merenn ha leun-chouk ar c'harr-boutin akordeoñs diouzh an noz da vont da...
Un abadenn dic'hortoz, disheñvel-tre diouzh ar pezh a vez gwelet ordin e bed ar c'hoariva e brezhoneg. Un istor skrivet gant Tilly, ur skrivagner brudet eus Bro-Dreger. "Charcuterie fine" a zo deuet da vezañ "fest ar pemoc'h". Met n'eo ket ur fest, tamm...
Troiad an dredeidi er Greizenn Gelaouiñ ha Heñchañ e Kemper Er mintin-mañ eo bet degemeret hon 29 skolajiad gant an ao. Dussonchez, rener ar greizenn.Dre hanter strolladoù en deus displeget dezho an heñcherezh goude an trede klas. Goude-se hon eus graet...
Teuliad sonerezh Señorita, gant Justin Timberlake Demat, emaon o vont da zielfennañ evidoc’h ar ganaouenn anvet Señorita, tennet eus an albom « Futuresex » bet embannet d’an 12 a viz Gwengolo 2006. 4,35 mn eo padelezh ar ganaouenn. Taboulinoù a c’heller...
Digwener, 22 a viz Kerzu, e oa bet aozet gouel Nedeleg ar skolaj. Al lodenn gentañ anezhañ a oa ur pezh c'hoariet gant studierien Kelenn "Diskouezadeg Landouzan" lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella diwar ur gontadenn c'hallek gant Tangi Malmanche....
Lod eus hor skolajidi o doa kemeret perzh er raktres arzel « Kreskiñ » e-kerzh ar bloavezh-skol 2018/2019. Poltriji gwenn ha du hag enrolladennoù a oa bet graet gant Manuella Flouriot. Laouen omp d’ho kelaouiñ oc’h pedet gant ho pugel/pugale da zigoradur...
Pennad Penhars infos
Retrouvez ici le programme france 3 Bretagne à regarder en direct ou en streaming dès que possible ! Ezhomm zo bet gortoz betek hanter noz met tud 'oa memestra evit kilometr hor skolaj.
C'hoariet hon eus d'ar sparfell e-pad ehan kreisteiz. Plijadur kement-ha-kement a zo bet gant an holl!
Bep bloaz e vez fardet kinkladurioù gant skolajidi ar c'hlub labour-dorn evit Nedeleg. A vloaz da vloaz neuze ez eus muioc'h mui a draoù evit fichañ kaer ar skolaj. Gourc'hemennoù d'ar c'hlasad 5vet Mervent evit ar c'hinkladur brav o deus lakaet en o...
Un taol deuet eo bet ar Redadeg ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ! Ur c'hlaoustre kaset da benn vat a zigor hentoù a unaniezh hag a verzh evit amzer da zont hor yezh ! Un nozvezh kaer eo bet hini hon tennad-hent etre Kemperle ha Brieg. Plijadur, kalonegezh,...
Un displegerez(h) eus ar c'hentañ ! Demat Goulwena, trugarekaat a reomp ac’hanout evit an displegadennoù diwar-benn Kentuch’ ha bed an tele, bremañ e ouzomp perak eo anvet “kentuch” an abadenn-se ! Laouen omp bet o sellout ouzh ar sketchoù bet graet ganeoc’h,...
Diriaou vintin e oa bet degemeret hon tredeidi gant lise Diwan. Degemeret ha degemeret mat. Hentet gant o c’henskolajidi gent a Gemper, kelaouet diwar-benn buhez an diabarzhidi gant Markus, titouret diwar-benn an hentañ gant Paol ha renet war bazennoù...
Etre ar 17 hag an 21 a viz Meurzh e oa an dredeidi gant o fleustradoù. Micherioù liesdoare, war-dro an aozañ pe ar servij boued, war-dro ar c’hezeg, war-dro an dilhad... a bep seurt a zo bet. Ur c’hammed kentañ e bed al labour, tro-ha-tro sked ha skeud,...
Jack Johnson "If I had eyes" a zo kanet gant Jack Johnson ha tennet diwar ar bladenn Sleep trough the static, bet embannet e 2008 gant Universal Records. Un doare "pop" a zo gant ar sonerezh-mañ kentoc'h. 4 mn 54 e pad ar ganaouenn. Gitar tredan, gitar...
Katalin, konterez da vat ! Estrañjourien e Breizh, setu titl ar film savet gant Anna Kere (evit France 3 Kornôg) a oa bet gwelet gant hor pempvedidi dec'h, lodenn eta eus hor bloavezh sinema gant Daoulagad Breizh. Gwelet ez eus bet gant plijadur poltridi...
Un nebeud bloavezhioù zo bremañ ez eo deuet sevenadur Japan da vezañ unan eus ar re a blij ar muiañ d'ar re yaouank : bannoù-treset, fiñvtresadennoù, kanaouennoù... a bep seurt a zo. E 4re klas e labourer war an 19vet kantved evit a sell ouzh istor an...
Olier, Gael, Marine, Anna-Vari, Yann... a-zevri o servij boued ! Fenoz e oa gala ar skolaj. Kaer ha dous an amzer. Plijus an dud. Roadeg ar prizioù war ar porzh, fent ha stlakadeg daouarn. Dañsadeg hardizh er sal liesimplij. Koan, fritez, sandwichoù,...