Top articles

  • Hag a nevez el levraoueg ?

    26 octobre 2007 ( #Teuliadoù )

    Emañ al levraoueg o vont war vodernaat ! Ya 'vat, penaos tremen e-biou d'ar banell goad nevez staget ouzh moger an trepas ! Kement levr nevez degouezhet en hol levraoueg a vo meneget war ar banell-se, deuit da deuler ur sell pa garoc'h, gant ma roio c'hoant...

  • Bagad Diwan war al leurenn.

    20 mai 2007 ( #Teuliadoù )

    Konogan, pennsoner, da vat ganti ! An trede bloavezh e oa evit Bagad Diwan da gemer perzh en abadenn bagadoù ar Vvet rummad e Penwiler e Kemper. Skolajidi, skolidi, liseidi, tud yaouank bet e Diwan, kelennerien… ur blijadur eo en em vodañ bep bloaz. Diouzh...

  • Ul levraoueg war vodernaat.

    26 octobre 2007 ( #Teuliadoù )

    Emañ al levraoueg o vont war vodernaat ! Ya 'vat, penaos tremen e-biou d'ar banell goad nevez staget ouzh moger an trepas ! Kement levr nevez degouezhet en hol levraoueg a vo meneget war ar banell-se, deuit da deuler ur sell pa garoc'h, gant ma roio c'hoant...

  • Gourfenn reizhskrivadeg 2007.

    24 mai 2007 ( #Teuliadoù )

    Ouzhpenn kampionad bagadoù ar Vvet rummad e oa dalc'het ivez e Kemper gourfenn ar reizhskrivadeg d'an 19 a viz Mae. Skolajidi, tud bet skolajidi pe kerent skolajidi a-vremañ a gemere perzh. Embann a reomp roll al loreidi hag ul luc'hskeudenn anezho. Gourc'hemennoù...

  • SKRIVADEG 2010 E DOUARNENEZ

    06 mars 2010 ( #Teuliadoù )

    Nolwenn stag outi... Ouzhpenn daou-ugent a berzhidi e sal gouelioù Douarnenez, un degemer c'hwek, un endervezh plijus eta. Er bloaz-mañ e oa savet skrid ar reizhskrivadeg gant Mich Beyer. Lennet eo bet gant Nolwenn Korbell he deus c'hoariet ar vestrez-skol...

  • Skridaozadennoù gallek

    14 septembre 2009 ( #Teuliadoù )

    Amañ da heul pennadoù savet e kentelioù galleg Fanny gant hor skolajidi. 5VED MELEN L'ILE DE RE L'île de Ré, c'est une île dorée à raies. Rémi le philosophe était là, à vélo, sur le pont. Il rêvait de raies et dorait au soleil pendant que sur le sable,...

  • A.K.E.D. dre gomz

    07 mai 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Dec'h e oa bet an dredeidi e Skolaj Diwan Gwened o tremen lodenn dre gomz an A.K.E.D. (arnodenn kreiz an eil derez). Ouzhpenn ar brezhoneg e oa ret d'ar skolajidi dibab pep a zaou zanvez all. Nec'h... Da bet eur ? Pelec'h ? Gant piv ? Ehan heoliek......

  • Nedeleg 2008 e Plogastell

    22 décembre 2008 ( #Buhez ar skolaj )

    Puilhentez a zonezonoù. Setu marteze eus petra e vo dalc'het soñj ar muiañ goude an nozvezh kaer-mañ e Plogastell. Plijadur o tañsal, plijadur o kanañ, plijadur o rapiñ, plijadur o seniñ... ha plijadur o kontañ kaoz e-ser debriñ un tamm hag evañ ur banne....

  • Labourioù rakdistro-skol e ti-annez Kuzon.

    18 août 2007 ( #Teuliadoù )

    Nann 'vat, tudoù, n'eo ket marv blog Skolaj Diwan Jakez Riou ! Morgousket ne oa ken... Evel ma oa bet kemennet d'ar familhoù eo kroget hiziv al labourioù e ti-annez Kuzon evit ober an trevelloù ret e-keñver surentez a-benn gellout degemer hor skolajidi...

  • Endervezh kross er skolaj.

    17 novembre 2007 ( #Teuliadoù )

    Dimeurzh, goude merenn, e oamp aet d’ar Gornigell war-droad evit kross ar skolaj. Pa oamp degouezhet e oa bet tu da cheñch dilhad e-barzh gwisklec’h an dachenn evit ar re ne oant ket prest adalek ar skolaj. Evit ma vije farsusoc’h e c’hellemp en em dreuzwiskañ,...

  • War al leurenn e C'hoariva Kerne

    09 juin 2007 ( #Teuliadoù )

    Diriaou da noz e oa bet diskouezet e C’hoariva Kerne frouezh al labour c’hoariva bloaz kaset da benn gant holl skolidi liveoù ar 6ved hag ar 5ved. Graet eo bet ar c’hentelioù c’hoariva gant Fanny ha skoazellet eo bet gant Goulc'han Kervella ha Bob Simon...

  • Gweladennerezed er skolaj

    01 mai 2007 ( #Teuliadoù )

    Karolina Manchko (Polonia), he c'hoar hag he mamm, Jamile (Brazil) Deuet eo ar merc’hed-mañ da gomz gant ar bevareidi. Bez hon eus bet rimadelloù polonek ha portugalek evit ar film diganto. Kaoz a zo bet eus harlu ar re yaouank a Bolonia da zont da labourat...

  • ABARDAEVEZH GOUEL NEDELEG !

    21 décembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    N'eus tra par d'an imor vat evit aozañ an toaz... Tremenet eo brav abardaevezh ar Gwener 18 er skolaj. En ti e Penharz e oa hor gouel. Standoù war ar porzh, soubenn domm ar c'huzul-skoazell, kanaouennoù, dañsoù, sonerien, akordeoñserien. En estaj e oa...

  • Bageal ha natur e lenn-vor Brest

    04 décembre 2006 ( #Buhez ar skolaj )

    E miz Here e oa aet skolajidi ar pevare klas da chom e-pad ur sizhun e kreizenn ar Vilin-vor e Logonna-Daoulaz. Bag fillao a za maez eus ar porzh dre dan Ur sizhunvezh dizoleiñ ha pleustr war ar bagerezh dre lien ha studial endro Lenn-vor Brest. Skolajidi...

  • O SEIZH POSUPL

    01 février 2010 ( #Teuliadoù )

    E 1997 evit ar wech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d'ar vachelouriezh. Pep hini en deus toullet e hent abaoe. Tost da dregont vloaz int bremañ. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno ? Ur film gant...

  • Cathy Tymen er skolaj.

    28 décembre 2007 ( #Teuliadoù )

    Nevez 'zo e oa Cathy Tymen ganeomp, kazetennerez eo en Telegramme ha mamm-baeron ar re bevare evit ar c'hlas-kelaouennerezh. Displeget he deus e-pad daou brantad al labour hag ar studioù graet ganti, penaos e vez graet ur gazetenn, ar c’hudennoù pemdeziek...

  • Aet eo Lanig diouzhomp !

    14 avril 2007 ( #Teuliadoù )

    Bloaz 'zo edo Lanig Kervareg ganeomp e Kroashent Diwan ar Micherioù e Karaez, ur pezh fouge ennañ o welout kemend-all a vrezhonegerien yaouank war hon tro e leurenn Glenmor. Deuet e oa da gomz ouzh ar re yaouank diwar-benn e vicher e stal "ar Marc'had...

  • AR PENNOÙ PENTUR...

    28 septembre 2009 ( #Buhez ar skolaj )

    Hiziv eo bet Mikael Baudu o tisplegañ d'hon tredeidi danvez ur gevezadeg c'hoari e brezhoneg evit skipailhoù tud yaouank. Danvez plijadur da gaout gant paintball ha gant c'hoarioù stroll korf ha spered all. Danvez abadennoù filmet a vo skignet war internet......

  • SKRIVADEG 2012 E PONT-'N-ABAD

    12 mars 2012 ( #Teuliadoù )

    SKRIVADEG E BREZHONEG SU PENN AR BED – PONT-‘N-ABAD - 10/03/2012 34 den o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ. AL LOREIDI : CE : 1 – TUAL Judikael 2 – LE DEROFF Brigitte 3 – BUREL Liza CM : 1 - JORDANEY HOSTIOU Karen 2 – BUREL Samig 3 – QUEFFELEG Nominoe...

  • Distro 2019 / Rentrée 2019

    20 juillet 2019

    D'al Lun 2 a viz Gwengolo e tistroio ar re 6ved (da 8e25) D'ar Meurzh 3 a viz Gwengolo e tistroio ar re 5ved, 4re ha 3de (da 8e25) Listenn an traoù da brenañ (PDF amañ kevret) La rentrée des élèves de 6ème aura lieu le lundi 2 septembre à 8h25. La rentrée...

  • Skignadenn "Open the Border"

    22 mai 2017 ( #Buhez ar skolaj )

    Dilun tremenet 'oa deuet Mikael Baudu hag Arnaud Vannier a-benn diskouez d'ar skolajidi 4re ha 3de klas an teulfilm sevenet ganto : Open the border ("digorit an harz"). Tro o deus bet an daou Vreizhad da heuliañ e-pad meur a viz divroidi eus Irak (Yezidied...

  • Beaj da Vro Euskadi

    15 mai 2017 ( #Buhez ar skolaj )

    Evel kustum eo bet an dredeidi kastilhanegerien o veajiñ e Kreisteiz Euskal Herria (Bro Euskadi), kostez Arrasate, e proviñs ar Gipuzkoa. Un drugarez da eskemm, e kastilhaneg, gant skolajidi divyezhek all, kar d'o bro ha d'o yezh int ivez.Sed amañ dija...

  • Devezh degemer ar re CM2

    28 avril 2017 ( #Buhez ar skolaj )

    Da heul an dorioù digor, bet dalc'het e deroù miz C'Hwevrer, setu evit an danvez skolajidi da zont un digarez all da zizoloiñ ar skolaj a-benn ober o soñj. Un 50 a skolidi CM2 a zo en em ginniget dec'h mintin eta. Un darn vras anezho o tont eus skolioù...

  • BEAJ RONAN : ZELAND-NEVEZ

    16 janvier 2015 ( #Buhez ar skolaj )

    Degouezhet e Zeland-Nevez 10 deiz' zo. Zeland-Nevez, pe Aostralia gant un empenn... War a lavar an holl dud bet er vro ez emañ ar Giwied (lesanv tud Zeland-Nevez) e-touez tud plijusañ ar bed, ha d'am soñj eo gwir. Lies-kenañ eo ra gweledvaoù : parkeier...

  • LISEIDI DIWAN DU-MAÑ

    15 janvier 2015 ( #Buhez ar skolaj )

    En abardaez-mañ ez eus bet kaoz etre liseidi Diwan hag hor skolajidi 3de klas. A-stalioù bihan o deus gellet kaout respontoù gant al liseidi. Deuet e oa Loeiz Donal, rener al lise, da gontañ kaoz gant hor skolajidi hag ivez gant o familhoù adalek 7eur....

<< < 10 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 > >>