30 vloaz Diwan

Da gentañ war al leurenn, Airelle Mendon, kalonek, hec'h-unan evit dañsal war un ton flamenco !

Prientet gant Jean-Marie, gwelet hon eus merc'hed eus 6ved ha 5ved (Felicite ha Louise), o kinnig un dañs plijus-tre. Ha da c'houde, country, prientet gant Soazig, hor sekretourez.

Hag evit echuiñ, goude bezañ pleustret gant Rasheed ha Fanny, ar strollad 7 rapour, prest da "lakaat an tan" !
10 mn war Bleu Breizh-izel war eeun, gant Manu Mehu ha Michel Pagès, fentus ha kentelius, met e galleg siwazh !

Gant Bagad Diwan eo bet degemeret ar Redadeg gant ton ha son.