Evit pleustriñ war an tonioù a vo sonet ganeomp d’ar sadorn 3 a viz Mae pa zegouezho ar Redadeg e Karaez e-kreiz Gouel Diwan Tregont vloaz e oa bet aozet ur frapad d’ar yaou 27 a viz Meurzh goude merenn. Deuet e oa da Benharz skolajidi a Blijidi, a Wiseni hag eus ar Releg da gaout o c'henseurted a Gemper. 20 talabarder, forzhik taboulinerien ha daou viniaouer. Renet e oa an abadenn gant Konogan. Labour ha plijadur a zo bet ha mennet e oa ar berzhidi da zerc’hel mat ganti a-benn bezañ prest a-benn an devezh D !
Yann, da vat !
Noël, prest da lañsañ !
Kuzulioù mat 'zo mat da gaout !
A-unan !
A-benn ur wech all e vo ret kaout binvioù skeiñ evit an holl...