PITI, PITI, PITI, PITI...CHOU !

Ur c'helenner en e vleud...
Diriaou goude merenn e oa bet diskouezet deomp filmoù berr savet gant Bastian Guillou a oa deuet da respont d'hor goulennoù. Dedennus e oa, kement ar filmoù hag an displegadennoù.

Sirius an traoù...
Ar film kentañ a oa diwar-benn un embregerezh a lazh kant miliadoù a yer bemdez a-benn ober couscous. Da c'houde ez eus bet ur filmig war ur paotr yaouank gant skeudennoù lazhadeg ur pemoc'h war-eeun. Evel-just ez eus bet fromet un nebeud tud er c'hlas. Ar film diwezhañ a oa war Madeleine, ur vaouez kozh, hag he lapined.

Da vat o tisplegañ...
Gant Bastien Guillou e vez graet war-dro 2 film ar bloaz. Koustañ a ra ker-ruz aozañ ur film. Bastian Guillou a zo unan e-touez ar rouez a saverien-filmoù ne vevont nemet diwar o micher.

Plijet an dud !
Dedennus-kenañ e oa ar prantadig-mañ. Ouzhpenn-se eo deuet Bastian Guillou a-benn da zerc'hel hon evezh, ar pezh n'eo ket ken aes gant hor c'hlasad trede.
Erell Lhopiteau