Abaoe un nebeud mizioù omp boas da welout an dinozored houarn o tebriñ betoñs ar savadurioù e porzh Pikardi ha nevezik 'zo e traoñ straed Vañde. Eus tu sal sport lise Kerne ez eo bet digoret ar straed dre ur c'hroashent-tro. Muioc'h digor eo ar c'harter... Distankoc'h an dud ennañ ivez. Ha ni en hon enezennig e-kreiz an turmud bras a vag ar spi e vimp e kalonenn un danvez karter adnevezet a zoare ma kavimp ennañ lec'h da skoliata ha da reiñ bod evel m'eo dleet d'hor skolajidi...
Ar bernioù atredoù a servijo da ziazez d'an hentoù bras...
Un aergelc'h a-feson a oa er boum dec'h da noz etre ar re bevare, ar re drede hag o c'henskriverienezed sorab.
Fentlinenn
865
…
Un nozvezh divoutin o deus bevet dec'h da noz ar c'hwec'hvedidi hag ar bemvedidi ! Kemeret o deus perzh e c'hoarioù enlinenn e brezhoneg penn-da-benn asambles gant skolaj Diwan Sant-Ervlan ha brezhonegerienezed all er bed ! Ur C'hwiz...